Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Servij keodedel

Lec'h : Plougastell-Daoulaz

Framm : Skol Sant-Pêr

Tachenn : Troskol

Doare : Darnamzer (Kevrat didermen)

Post da bourvezañ d'an : Diouzhtu

Deskrivadur ar post :

Emañ ar skol kentañ derez Sant-Pêr o klask ur servij keodedel da ambroug ar skolidi ha skoazellañ anezho da gomz brezhoneg bemdez.

- lakaat ar skolidi en o jeu evit implijout ar yezh ingal

- sikour da renabliñ an dafar pedagogel hag ar c’hoarioù e brezhoneg a zo dija er skol

- skoazellañ da brientiñ stalioù eztaoler dre gomz (pezhioù c’hoari bihan, enrolla-dennoù…)

- buheziñ, gant ar skolaerien, ar stalioù-se er c’hlasoù (adalek ar CP betek ar CM2)

- lakaat ar vugale da zizoloiñ c’hoarioù a-bep seurt (c’hoarioù porzh, c’hoarioù taol, c’hoarioù enebiñ…)

- kas war-raok an eskemmoù gant rummad divyezhek ar skolaj Santez Anna

- sevel prantadoù eskemm etreremziadel (tud-kozh, EPHAD ar bourk, kevredigezhioùbrezhonegerien…)

- sikour da binvidikaat lec’hienn internet ar skol gant obererezhioù ar rummad

- skoazellañ, gant an den e karg deus an diwallerezh, ar skolidi divyezhek d’ober o labournoz er studi

8 miz, 28e/sizhunvezh

Kit e darempred gant aotrou Kerneis, rener ar skol : benoit.kerneis@enseignement-catholique.bzh

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all