Lec'h : Landerne
Framm : Skol Diwan Landerne
Tachenn : Melestradurezh
Doare : Leunamzer (Kevrat didermen)
Post da bourvezañ d'an : Diouzhtu
Emañ skol Diwan Landerne o tuta ur skoazeller·ez renerezh divyezhek.
Ur rouedad kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo an hentenn gelenn nemeti o kinnig deskiñ brezhoneg dre soubidigezh. Krouet ouzhpenn 46 vloaz zo ez eus e Diwan 47 skol, 6 skolaj ha 2 lise, dasparzhet war 5 departamant Breizh istorel.
Abalamour d’un implijiadez tost da vont war he leve emañ ar rouedad Diwan o klask ur skoazeller·ez renerezh ha koskor divyezhek (G/M). E-kreizig-kreiz servijoù melestradurezh ar gevredigezh e voc’h kendivizer·ez lodenn vrasañ eus koskor ar gevredigezh war statud publik pe brevez hag e degouezh e voc’h da labourat en un endro brezhonek.
Dindan atebegezh renerezh ar gevredigezh ha war sikour atebeg ar c’hoskor e vo fiziet ennoc’h kefridioù liesseurt.
Sekretouriezh Renerezh :
- Merañ boest postelioù ar renerezh
- Merañ ar pellgomzadennoù d’ar renerezh
- Digeriñ ha prientiñ al lizhiri da skignañ
- Prientiñ/heuliañ taolennoù stur
Kefridioù stag ouzh mererezh ar c’hoskor :
- Merañ an difraeoù tuta : DPAE, sevel ar c’hevratoù labour, medisinerezh al labour
- Merañ an difraeoù melestradurezh evit lakaat e pleustr fiñvadegoù skolaerien ar c’hentañ derez : reolennoù ar fiñvadegoù, listenn ar postoù, kozhni, lizhiri da gas
- Dastum ha kas elfennoù war gemm ar goproù d’ar servij kontouriezh pae.
- Heuliañ ezvezañsoù a-bep seurt evit ar c’hoskor a-bezh (kleñved, ehan kerentiezh desevel, e-maez a garg ha kement zo…)
- Kuzuliañ renerezhioù ar c’hentañ derez a-fet ar melestradurezh (darempredoù gant ar rektordi)
Emaomp e soñj tuta war ziazez ur gevrat didermen leun amzer met diouzh ho profil hag ho skiant-prenañ e c’hello bezañ kinniget deoc’h ul labour darn-amzer 80 %.
Karout a rafemp degemer ac’hanoc’h kerkent ha ma vo posupl hag ur prantad treuzkemm gant an den war ar post a vo betek miz Gouere 2024.
Diouzh ho profil hag ho skiant-prenañ e vo kinniget deoc’h ur gopr etre 23 000 € ha 28 000 €. War-lerc’h e vo kemmoù a-nebeudoù war ho kopr hervez kael ar goproù a vo ganeoc’h.
Evel goprad·ez ar gevredigezh ho peus droad da gaout ur c’henwarez, ur ragevezh ha 6 sizhun koñjeoù paeet.
Ma oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho emstrivadur (CV + lizher emginnig) da tuta@diwan.bzh
Digor eo ar post-mañ d’an holl brofiloù. Diouzh ho stummadur kentañ pe ho skiant-prenañ micherel e vo raktreset ur prantad stummadur evit ma c’helloc’h pakañ ar barregezhioù ret a-nebeudoù evit ar post-mañ.
M’ho peus tapet un diplom hollek war ar c’hoskor, live bak +2/+3 e vo deuet mat evit ar post evel just.
Setu amañ barregezhioù mat da gaout evit ar post-mañ :
- Mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre gomz ha dre skrid (B2 pe C1 en DCL Brezhoneg) ;
- Mestroniañ word hag excel ;
- Anavezout ar gwir sokial ;
- Anavezout mat mont en-dro an Deskadurezh Stad hag ar vicher skolaer·ez.
Emren ha plijet gant al labour a-stroll ez oc’h strizh war al labour, aes gant an dud ha gouest d’en em azasaat buan ouzh un endro labour nevez.