Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kargad·ez a gehentiñ

Lec'h : Meur a lec'h e Breizh

Framm : Brudañ ha Skignañ

Tachenn : Kehentiñ

Doare : Darnamzer (Kevrat termenet he fad)

Post da bourvezañ d'an : 08/01/2024

Deskrivadur ar post :

Kefridi ar gargadez / ar c'hargad a gehentiñ a vo brudañ obererezhioù ar gevredigezh Brudañ ha Skignañ hag ar skipailh kazetenniñ dre zoareoù treuzkas liesseurt. Labourat a ray e liamm gant skipailh ar gazetennerien ha kazetennerezed.

Lec'h : unan eus radioioù ar rouedad - Ploneiz (29), Landerne (29), Rostrenn (22), Pondi (56) pe Sant-Ervlan (44)

- Brudañ abadennoù radio ar skipailh kazetenniñ

- Aozañ koulzadoù kehentiñ e Breizh a-bezh

- Brudañ labour ar radioioù ezel eus BhS

- Brudañ ar merk RadioBreizh

- Buheziñ rouedadoù sokial ar gevredigezh

Skoazellet e vo an den pa krogo gant al labour.

24e / sizhun - CDD 12 miz micherelaat

Gopr hervez emglev ar skingas radio.

Cv ha lizher emginnig da gas a-raok an 19/11/23 da bhs.radiobreizh@gmail.com + Alan Kloareg, prezidant BHS a.kloareg@gmail.com

Profil :

Brezhoneg komzet ha skrivet (live C1+)

Mestroniañ ar poelladoù frammañ son, skeudenn ha video

Anavezout mat bed ar c’hehentiñ hag ar stlenneg

Skiant-prenet e bed ar c'hevredigezhioù deuet mat

Bezañ emren ha gouest da labourat en ur strollad

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all