Lec'h : Boulvriag
Framm : AEP skol Diwan Boulvriag
Tachenn : Troskol
Doare : Darn-amzer (Kevrat termenet he fad (bloavezh-skol))
Post da bourvezañ d'an : 01/12/23
Emañ skol Diwan Boulvriag o tuta ur GWAASM divyezhek a-benn miz Kerzu.
Dindan kiriegezh an AEP hag o kenlabourat gant skipailh kelenn ar skol e reoc’h war-dro ar c'hefridioù da heul (rannet etre 2 ASEM ar skol) :
- ambroug ar skolidi.adezed gant o deskerezhioù pemdeziek (emrenerezh, buhez a-stroll, yec’hedoniezh korf, diorroadur afektivel ha speredel...)
- buheziñ hag eveshaat an amzerioù tro-skol
- ober war-dro an amzerioù er predva ha kemer perzh e deskadurezh-boued ar vugale
- ober war-dro renkañ, naetaat, kempenn an dafar hag an ti-skol
20e / sizunvezh (merc'her ha vakañsoù dieub). Kevrat 11 miz, kontad sikouret PEC. GIEK dre eur
Cv ha lizher da gas da aep.skolboulvriag@gmail.com. Titouroù : 09 52 78 32 10
Gouzout :
- Anavezout diorroadur ar vugale hag o ezhommoù (korf, keflusk, afektivel)
- Komz brezhoneg
- Anavezout reolennoù yec’hedoniezh ar skolioù pe kaout c’hoant bezañ stummet warne
Gouzout ober :
- Ambrougañ ar vugale en o deskerezhioù pemdez
- Buheziñ (c’hoarioù, labour-dorn, kanaouennoù...)
- Ober war-dro surentez ar vugale (spered ha korf)
Gouzout bezañ :
- Barrek da evezhiañ, kaout pasianted ha bezañ madelezhus
- Selaou ha doujañ ouzh ar vugale ha tud ar skipailh
- Bezañ gouest en em aozañ, bezañ emren ha reaktiv
- Labour skipailh