Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Skoazeller da broduiñ

Lec'h : An Alre

Framm : Brezhoweb

Tachenn : Kehentiñ

Doare : Darn-amzer (Kevrat termenet he fad)

Post da bourvezañ d'an : 02/10/2023

Deskrivadur ar post :

Emañ Brezhoweb o klask war-lerc’h un den, paotr pe plac’h, a-benn skoazell da broduiñ abadennoù e brezhoneg.

Post hanter-amzer, staliet en Alre (56), adalek an 2 a viz Here betek miz Mae 2024.

Gopr da welout hervez ar profil

Ret e vo labourat e-barzh ur skipailh ha mont e darempred gant an dud.

Anavezout mat bed ar vrezhonegerien a vije un dra va

Kefridi :

- Prientiñ an abadennoù e brezhoneg
- Istitlañ abadennoù e brezhoneg hag e galleg
- Ober war-dro ar rouedadoù sokial
- Kinnig abadennoù a vo posupl ober hervez an den

Cv ha lizher da gas a-raok ar 24/09 da contact@brezhoweb.bzh

Profil :

Brezhoneg komzet ha skrivet mestroniet

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all