Lec'h : Pleuzal
Framm : Departamant 22
Tachenn : Glad - Touristerezh
Doare : Leunamzer (Kevrat termenet he fad)
Post da bourvezañ d'an : 16/10/2023
Emañ departamant Aodoù an Arvor o tuta un heñcher·ez evit kastell ar Roc'h-Ugu.
Kefridioù :
- heñchañ e galleg er c'hastell (yezhoù estren ha brezhoneg deuet mat)
- evezhiañ salioù an diskouezadeg
- degemer ar publik
- buhezadennoù er-maez
Adalek ar 16/10/2023 betek an 08/01/2024
Labour d'an dibenn-sizhun e-pad ar vakansoù-skol ha dezhioù gouel.
Lizher ha CV da gas da Laurence Rigaut : chateaudelarochejagu[at]cotesdarmor.fr
- stummadur war an istor, ar glad, hanterouriezh sevenadurel, ...
- skiant-prenet war teknik an heñchañ, degemer an dud, evezhiañ
- plijet gant al labour a-stroll
- strizhded ha rikted