Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Rener.ez degemer dudi

Lec'h : Roazhon

Framm : Skol Diwan bro Roazhon

Tachenn : Renerezh - Mererezh

Doare : Darn-amzer (Kevrat didermen)

Post da bourvezañ d'an : Miz Eost 2023

Deskrivadur ar post :

Emañ skol Diwan bro Roazhon o tuta ur rener.ez Degemer dudi hep herberc'h.

Dindan kiriegezh Prezidantez ar gevredigezh Diwan Bro Roazhon emañ e karg ar rener.ez :

- sevel ar raktres pedagogel, lakaat e pleustr ha dielfenniñ anezhañ,

- buheziñ oberezhioù gant bugale d'eus 3 betek 12 bloaz,

- aozañ emvodoù ar skipailh,

- gwarantisañ doujañs ouzh reolennoù degemer stroll ar vinored,

- kenlabour gant ur rouedad kevelerien ha kemer intrudu,

- kehentiñ gant ar framm hag ar publik,

- merañ ar framm a-bezh hervez ezhommoù an oberezhioù.

Gopr : 12.38 €/eurvezh. Amzer labour : 12e ar sizhun bloaziekaet. Serret eo an ALSH e-pad ar vakañsoù skol.

Kasit ur CV hag ul lizher emginnig da rh@diwanbroroazhon.bzh

Profil :

Perzhegezh vicherel : BAFD, BPJEPS LTP, DARE pe un diplom kevatal hervez an « Arrêté du 9 février 2007 fixant les titres et diplômes permettant d'exercer les fonctions d'animation et de direction en séjours de vacances, en accueils sans hébergement et en accueils de scoutisme. »

Live yezh : Brezhoneg B2 da nebeutañ.

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all