Lec'h : Kleder
Framm : AMKK Skol Sant-Jozef
Tachenn : Troskol
Doare : Leunamzer (Kevrat didermen)
Post da bourvezañ d'an : Miz Gwengolo 2023
Emañ an Deskadurezh katolik o tuta ur GWAASM evit an distro-skol :
- Ober war-dro ar vugale er c'hlas, dindan kiriegezh ar mestr-skol
- Kempenn ar c'hlasoù, al lec'hioù boutin, ar privezioù. Netaat an dafar implijet gant ar vugale (er c'hlas hag er sal-gousket)
- Diwall ar vugale (re ar skol-vamm pe ar re eus ar CP d'ar CM2) war ar porzh-skol
- Ober war-dro ar vugale er c'hantin ha war ar pemdez (o distlabezañ, o gwiskañ-diwiskañ ...)
- Ober war-dro diwallerezh ar CE-CM diouzh ar mintin
Kevrad didermen (4 miz da aesañ), 35 eurvezh pep sizhun e-pad an amzer-skol, da lavaret eo 29.60 eurvezh dre sizhun paeet ha bloaziekaet.
CV ha lizher emginnig da gas a-raok ar 15/06 d'an aotrou rener David LE DREZEN : eco29.st-joseph.cleder[at]enseignement-catholique.bzh
Testeni Gouested Vicherel (CAP) Ambrouger desavadurel ar vugaligoù
Dizarbenn ha sikour keodedel live 1 (DSK1)
Barrek da gaozeal e brezhoneg ha mennet da beurzeskiñ
Bezañ urzhiet ha pront da respont da ezhommoù ar c'hlas ha da re ar vugale
Bezañ gouest da zerc'hel start er pezh goulennet digant ar vugale
Bezañ prest d'en em ober ouzh ar bedagogiezh Montessori
Kaout intrudu
Skiant prenet : Bet ur bloaz o labourat e bed ar vugaligoù ne vefe ket fall.