Lec'h : Sant-Ervlan
Framm : Skol an Emsav
Tachenn : Kelenn brezhoneg d'an oadourien
Doare : Darn-amzer (Kevrat termenet he fad)
Post da bourvezañ d'an : 28/08/23
Emañ Skol an Emsav o tuta ur stummer.ez evit oadourien a-benn an distro-skol, e kreizenn Sant-Ervlan (44).
- Kelenn ar brezhoneg da stajidi ar stummadurioù (6 miz, 3 miz)
- Prientiñ ar c'hentelioù, asambles ha gant sikour ar skipailh stummerien
Kentelioù e-pad an deiz e Sant-Ervlan, prantadoù-labour e Roazhon (emvodoù, stummadurioù, stajoù...)
21e / sizhun, KTP 6 miz. Emglev a-stroll ar stummañ (12,75€ kriz / eurvezh)
Darempredoù : 02 99 38 75 83 - degemer[at]skolanemsav.bzh
Live brezhoneg uhel dre gomz ha dre skrid (C1) pe aotreegezh war ar brezhoneg
Diplom / skiant-prenet war ar c'helenn hag ar bedagogiezh
Anavezout bed ha mont-en-dro ar stummañ evit an dud deuet
Anavezout an hentennoù da gelenn brezhoneg ha da luskañ ur gentel hiziv-an-deiz
Bezañ gouest da verañ e amzer-labour (kelenn er c'hlas, enklask/prientiñ kentelioù, kefridioù all a denn da vont-en-dro ar greizenn stummañ)
Aotre-bleniañ B