Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

kenurzhier.ez melestradurel

Lec'h : Breizh

Framm : Brudañ ha Skignañ

Tachenn : Kenurzhiañ

Doare : Darn-amzer (Kevrat termenet he fad)

Post da bourvezañ d'an : 04/09/23

Deskrivadur ar post :

Emañ ar gevredigezh Brudañ ha Skignañ o tuta ur ch'enurzhier / genurzhierez melestradurel, e unan eus radioioù ar rouedad : Ploneiz (29), Landerne (29), Rostrenn (22), Pondi (56) pe Sant-Ervlan (44)

Kefridi : mont-en-dro ar gevredigezh Brudañ ha Skignañ, aesaat al liammoù etre ar c’hopridi ha gopradezed, ar radioioù ezel ha kuzul-merañ ar gevredigezh war dachennoù resis. Labourat a ra war-eeun gant ar c’huzul-merañ ha gant skipailh ar gazetennerien ha kazetennerezed.

- Merañ melestradurel
- Merañ ar c'hoskor
- Merañ stummadurioù ar c'hopridi/gopradezed
- Kontouriezh
- Klask arc'hant evit ar gevredigezh
- Buheziñ rouedad ar radioioù

Skoazellet e vo an den ma krogo gant al labour.

24e/sizhun - CDD 12 miz micherelaat. Gopr hervez emglev ar skingas radio.

Lizher ha CV da gas a-raok an 23/06 da bhs.radiobreizh[at]gmail.com + Alan Kloareg, prezidant Brudañ ha Skignañ : a.kloareg[at]gmail.com

Profil :

Brezhoneg komzet ha skrivet (live B2 da nebeutañ)
Bezañ en hec'h aes/ en e aes gant an urzhiataer
Anavezout ar bed melestradurel
Skiant-prenet e bed ar c'hevredigezhioù deuet mat
Bezañ emren ha gouest da labourat a-stroll.

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all