Lec'h : Naoned
Framm : Kentelioù an Noz
Tachenn : Kelenn
Doare : Leunamzer (Kevrat didermen)
Post da bourvezañ d'an : 05/06/23
→ kelenn brezhoneg d'an dud deuet, dre gentelioù sizhuniek, war meur a live
→ da vare kreisteiz ha diouzh an abardaez e vez ar braz eus ar c'hentelioù, e-maez ar vakañsoù-
skol
→ sevel kentelioù ha c'hoarioù nevez, diwar kursus ar gevredigezh, da liesseurtaat hag efedusaat
ar c'helenn
→ ober war-dro ar strolladoù etre ar c'hentelioù (skrivañ d'ar re ezvezant, kas poelladennoù...)
→ buheziñ al laz kelenn : stummañ ha hentañ ar gelennerien all
→ kemer perzh e aozañ ar stajoù, oc'h ober war-dro ar rann gelenn anezho
→ kenlabourat gant ar c'henurzhier, evit ma vo aozet skoaz-ouzh-skoaz kentelioù ha dudioù
→ anaoudegezh mat eus ar yezh (DBY live 5)
→ bezañ stummet war kelenn ar yezhoù bev vo deuet mat
→ bezañ prenet skiant war ar c'helenn d'an dud deuet 'vo deuet mat
→ gouzout displegañ ar yezh diouzh live an deskarded
→ gouzout ober diouzh tud ha liveoù a bep seurt
→ bezañ madelezhus ouzh ar re all, kaout pasianted, bezañ starƟjenn gantañ
→ bezañ gouest da labourat asambles gant ar gelennerien, ar c'henurzhier hag ar c'huzul-merañ
→ aotre bleniañ hag ur c'harr ret