Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kazetenner.ez

Lec'h : Laz

Framm : Keit Vimp Bev

Tachenn : Kazetennerezh

Doare : Darn-amzer (Kevrat termenet he fad)

Post da bourvezañ d'an : miz Genver 2023

Deskrivadur ar post :

Emañ Keit Vimp Bev o klask ur gazetennerez pe ur c'hazetenner evit he c'hazetenn Ya !

Kefridi : Skrivañ 2 pe 3 fennad bep sizhun. Atersiñ tud dre bellgomz, dre vizio pe dre ar vro diouzh an ezhommoù. Kenlabourat a raio gant kenurzhier/maketenner ar gazetenn.

Kevrat termenet 6 miz. Hanter-amzer. Goude 6 miz e c'hellfe bezañ astennet ar gevrat termenet pe ur gevrat didermen a c'hellfe bezañ kinniget ivez.

Gopr : 110% eus ar SMIC

Evezhiadennoù : Kregiñ e miz Genver 2023. Labour a-bell pe e burevioù Keit Vimp Bev e Laz. Un urzhiataer hag ur pellgomzer hezoug a vo prestet.

Deiziad termen evit lakaat e·he anv : d'an 2 a viz Kerzu. Bodad-tuta d'an 8 a viz Kerzu.

Kas ur CV hag ul lizher emginnig war anv renerez an embann Laurence Lavrand dre bostel da : nikolaz.kvb@gmail.com

Gouzout hiroc'h : Nikolaz Gourvenneg, 06 59 27 99 70.

Profil :

Skiant-prenet war ar vicher deuet mat.

En e·he aez gant ar brezhoneg dre skrid ha dre gomz, live C1 (DBY) d’an nebeutañ.

Bezañ en e·he aez gant an urzhiataer hag evit tapout poltriji.

Bezañ emren ha gouest da labourat a-stroll.

Kaout an aotre-bleniañ hag un oto.

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all