Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Sekretour.ez melestradurel ha pedagogel

Lec'h : Karaez

Framm : Lise Diwan Karaez

Tachenn : Melestradurezh

Doare : Leun-amzer (Kevrat didermen)

Post da bourvezañ d'an : Miz Kerzu 2022

Deskrivadur ar post :

Emañ Renerezh Lise Diwan Karaez o klask warlec’h ur sekretour·ez melestradurel ha pedagogel.

Goulennet e vo ganeoc’h ober war dro :

- Sekretourva boutin : degemer an dud war-eeun ha dre bellgomz ha kas anezho e darempred gant an dud dave, degemer ha treuzkas al lizhiri, degemer ha treuzkas ar mailoù, sevel lizhiri a bep seurt (titouriñ, pedadenn, lizher pediñ, adgalv, etc)

- Sekretourva pedagogel : merañ an teuliadoù enskrivañ, kas anezho d’ar familhoù hag ober war dro enrolladur ar skolajidi/liseidi en diazezoù akademikel. Dreist-holl e barzh SIECLE (Système d’Information pour les Elèves en Collèges et Lycée pour les Etablissements) a zo un diazez a bouez tre evit skoliadur ar skolajidi/liseidi.

Koñjeoù paeet : 6 sizhunvezh + sizhunvezhioù nann labour a-drugarez d’ar bloaziekadur

Gopr : 1 726.60€ kriz miziek diaz leun amzer. Ar gopr a c’hello bezañ kevraouet diouzh ho parregezhioù

Lec’h labour : Lise Diwan Karaez, Kerampuilh 29270 KARAEZ

Ma z'och dedennet gant ar post, kit war : https://www.diwan.bzh/br/offres-emplois/secretaire-administratif-ive-et-pedagogique-h-f-151120221641

pe kasit hoc’h emstrivadur war eeun da : tuta@diwan.bzh

Profil :

Un diplom war ar sekretourva mui 2 pe 3 bloavezh skiant prenet war an danvez a vo ret kaout evit dec’hel ar post-mañ.

Evit ar post-mañ eo ret bezañ evezhiek, emren ha bezañ aes gant an dud.

Evel just eo ret deoc’h mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre skrid ha dre gomz evit bezañ dibabet, live B2 (DBY) d’an nebeutañ.

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all