Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Skoazeller.ez melestradurel

Lec'h : Karaez

Framm : Roudour

Tachenn : Melestradurezh

Doare : Leun-amzer (Kevrat termenet he fad)

Post da bourvezañ d'an : miz Genver 2023

Deskrivadur ar post :

Roudour zo un aozadur stummañ war ar brezhoneg hag a ginnig stummadurioù hir ha berr war ar brezhoneg, war al lec'h, a-bell hag hironet. Seitek implijiad a ya d'ober Roudour en deiz a hiziv, dek anezho o vezañ kevelourien eus ar scop.

Tuta a reomp ur skoazeller(ez) melestradurel. Ober a raio war-dro ar merañ melestradurel eus digoradur an teuliadoù betek ar c’hlozañ : degemer an danvez stajidi, merañ an enskrivadurioù, prientiñ dielloù kontouriezh, fakturenniñ.

Merañ emglevioù/kevratoù stummañ

Kelaouiñ ar stajidi/pratikoù

Fakturenniñ hag enkefiañ

Heuliañ goude ar stummadurioù

Stummet e vo war ar vicher.

Post e Karaez, kenefeder 172 eus emglev a-stroll an aozadurioù stummañ. Post leunamzer (35 eur/sizhun).

Kevrat vicherelaat termenet he fad (12 miz).

Emstrivadur (dindan stumm video degemeret mat) da gas da Sedrig Laur : sedrig@roudour.bzh, merour, a-raok fin miz Du.

Gouzout hiroc'h: 06 28 18 18 01.

Profil :

Gouzout brezhoneg (live B2/C1)

En h·e aes gant ar stlenneg dre vras

Aozañ ha steuñviñ en a-raok

Sekretouriezh (renkañ, lizhiri...) ;

Gouzout degemer

Bezañ rik

Perzhded an daremprediñ pratikoù

Labourat e skipailh

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all