Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Skoazeller.ez-mamm

Lec'h : Pondi

Framm : AEP skol Diwan Pondi

Tachenn : Labour tro-skol

Doare : Darn-amzer (Kevrat termenet he fad (bloavezh-skol))

Post da bourvezañ d'an : Diouzhtu

Deskrivadur ar post :

Emañ Skol Diwan Pondi é klask àr-lerc’h ur skoazellour.ez divyezhek Brezhoneg / Galleg.

Kevrad termenet he fad a 22 euriad dre sihun (bleziakaet).

Moaien vehe bout edan kevrad sikouret. mes n’eo ket ur redi. Ar c’hevrad a c’hello donet da vout ur c’hevrad didermen goude.

Krogiñ an abretañ ma c’heller. Euriadoù da lakaat assambl.

Ar skoazellour(ez) a ray àr-dro an diwallerezh da vitin pe da noz. Eñ pe hi a genlabouray get ar skolaerez evit ober àr-dro ar vugale er c’hlas.

Ober a ray àr-dro ar skolidi e-pad ar pred hag ar c’hempenn ag an ti ivez.

Evit gouiet hiroc’h e c’hellit monet e tarempred get Yaëlle ar Mouel : 0671324448

Dre bostel : aep.pondi@diwan.bzh.

Profil :

Hep pe get skiant-prenet.

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all