Lec'h : KASTELLIN
Tachenn : Bugaligoù / Kempenn
Doare : Darn-amzer (Kevrat termenet he fad)
Post da bourvezañ d'an : 01/12/2022
Emañ AEP Skol Diwan Kastellin o klask 1 bost skoazeller.ez skol-vamm.
Skoazellañ a reoc'h ar skolaerez da gas al labour pemdeziek en ur c'hlasad skol-vamm.
Degemer a reoc'h ar vugale war an amzer troskol (diwallerezh diouzh ar mintin pe goude ar skol)
Asambles gant an eil skoazeller.ez e reoc'h war-dro ar vugale da vare ar predoù er c'hantin.
Diwall a reoc'h ar vugale war ar porzh ha da vare an ermaeziadennoù skol.
Ober a reoc’h war-dro ar c’hempenn ha dilouezañ ar salioù.
Kontrad
23 eur ar sizhun gant ur Parcours Emploi Compétences ( da c'houlenn gant Pol Implij
hag-eñ oc'h dilennabl). 12e-19e30. SMIC.
Trugarez da gas ho CV hag ul lizher en em ginnig da aep.prezidant@diwankastellin.bzh pe da Skol
Diwan Kastellin 23 Grand Rue 29150 KASTELLIN
Brezhoneger.ez
Darempredoù aes gant an dud ha spered stroll.
Skiant-prenet micherel o labourat gant ar vugale deuet mat.
Skiant-prenet micherel war tachenn ar c’hempenn deuet mat.
Kinniget e vo stummadurioù war ar bugaligoù hag ar brezhoneg.