Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kefridi servij keodedel

Lec'h : Kommanna

Framm : AEP skol Diwan Kommanna

Tachenn : Labour tro-skol

Doare : Leun-amzer (Kevrat termenet he fad)

Post da bourvezañ d'an : 06/09/2022

Deskrivadur ar post :

Emañ skol AEP skol Diwan Kommanna o tuta un den yaouank evit kefridi servij keodedel.

Kemer perzh e obererezhioù skol ha sevenedurel e skol Diwan Kommanna

35 skoliad.ez zo e skol Diwan Kommanna. Fellout a ra d'ar skipailh pedagogel degemer un den yaouank a volontez vat. An den-mañ a vo liammet gant e dutor hep mont war dachenn an dud gopret gant ar skol. An den-mañ a vo e gefridi :

- Reiñ an dorn evit an deverioù hag ar c'hentelioù (lenn, reizhskrivañ, kentelioù ha kement'zo)

- Sikour da sevel atalieroù ha kenvuheziñ abadennoù (sevel oberiantizoù, sportoù, c'hoarioù ...), war hag e-maez ar prantadoù skol diwar ar pezh vo gouest an dud d'ober ha c'hoant an dud ivez.

- Sikour hag ambroug ar skolidi diaeztaerioù hag ezhommoù ispisial ganto, da vare ar prantadoù skol ha gant ar skipailh pedagogel.

- Sikour evit ma vo desket reolennoù ar vuhez a-stroll.

- Kemer perzh gant ar skolaerien en atalieroù urzhiaterezh.

- Kenlabourat war ar raktresoù e-pad ar bloavezh skol.

- Kinnig ha sevel raktresoù gant ma vo mat d'ar skolaer.ez.

Diwar ma c'hello mont pe get e tegouezho d'an den a volontez vat mont asambles gant ar skolidi da geñver an obererezhioù pedagogel, deskiñ, sport, ... (ne vo ket kontet er feur sterniañ). Digor eo ar gefridi-mañ d'an holl re yaouank .

Evit gouzout hiroc'h : 06 33 87 90 87

Profil :

Gouzout brezhoneg

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all