Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Karget eus un diaz geriadurel

Lec'h : OPAB Karaez

Framm : Ofis Publik ar Brezhoneg

Tachenn : Glad yezhel

Doare : eunamzer (pad)

Post da bourvezañ d'an : 01/09/2022

Servij : Yezh

Deskrivadur ar post :

-Evit ar pep brasañ e vo labour an den boueta un diaz roadennoù geriadurel ha
niverel a ya d'ober teñzor ar brezhoneg savet diwar mammennoù istorel skrivet.
- Karget e vo an den da sevel ha da glokaat fichennoù geriadurel dre lakaat enno
skouerioù implij tennet eus oberennoù dave.
- A-feur ma tapo skiant e vo lakaet da dermeniñ gerioù ivez.

Gouzout hiroc’h : evit lakaat h.e anv kas ul lizher emginnig hag ur CV en div yezh da :

Aotrou Prezidant, Ofis publik ar brezhoneg,
Kastell Kerampuilh, 29270 Karaez-Plougêr
Postel : ofis29@opab.bzh Pellgomz : 02 98 99 30 10

Profil :

- Resister, reizhder ha barregezh emaozañ. Doujañs d'an urzhioù labour. Labour
ouzh ur skramm. Ingalded war al labour. Bezañ dik ha barrek-mat da sipañ e spered
e-pad pell. Gouzout diouzh an ostilhoù bureveg (tizh bizskrivañ).
- Gouzout brezhoneg flour (live C1). Bezañ dedennet gant ar brezhoneg skrivet
hag an istor anezhañ, bezañ dedennet gant ar geriaduriñ. Mestroniañ ar c'healioù
yezhadurel. Labour emren, nebeut a zarempredoù gant an implijidi all.

Kinnig-labour pdf amañ

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all