Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Stummer·ez war ar brezhoneg gant Roudour

Lec'h : Lesneven pe Henbont

Framm : Roudour

Tachenn : Kelenn brezhoneg d'an oadourien

Doare : Leunamzer (Kevrat tremenet he fad)

Post da bourvezañ d'an : miz Gwengolo 2022

Deskrivadur ar post :

Roudour zo un aozadur stummañ war ar brezhoneg hag a ginnig stummadurioù hir ha berr war ar brezhoneg, war al lec’h, a-bell hag hironet. C’hwezek implijiad a ya d’ober Roudour en deiz a hiziv, dek anezho o vezañ kevelourien eus ar scop.
Tuta a reomp meur a stummer. Buheziñ stummadurioù brezhoneg a bep seurt hag ambroug an deskarded e vo o labour: stummadur 6 miz, barrekaat, stummadurioù a-bell ha stajoù berr. Stummet e vint war ar vicher, hentennoù Roudour hag implij an ostilhoù pellstummañ niverel.

Postoù e Lesneven hag en Henbont (ur post e pep lec’h), kenefeder 172 eus emglev a-stroll an aozadurioù stummañ. 35 eur/sizhun.
Kevrat micherelaat termenet he fad (10 miz). Da gregiñ ganti e penn kentañ miz Gwengolo 2022.


Emstrivadur (dindan stumm video degemeret mat) da gas da Sedrig Laur (sedrig@roudour.bzh), merour, a-raok ar 15/08/2022.
Gouzout hiroc’h: 06 28 18 18 01.

Profil :

Barregezhioù:

  • gouzout brezhoneg (live B2/C1)
  • gouzout treuzkas gouiziegezh
  • daremprediñ aes
  • gouzout buheziñ ur strollad
  • ober gant meziantoù diazez (Word/Writer/Docs, Impress/PowerPoint/Slides…)
  • bezañ troet gant an niverel

Darempred : Sedrig LAUR - 06 28 18 18 01

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all