Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Rener.ez Kreizenn dudi Gwengamp

Lec'h : Gwengamp

Framm : Ti ar Vro Gwengamp

Tachenn : Renerezh - Mererezh

Doare : Darnamzer (20 eurvezh/sizhun) (Kevrat didermen)

Post da bourvezañ d'an : Adalek ar 1añ a viz Du 2021

Deskrivadur ar post :

Emañ Ti ar Vro Gwengamp o tuta ur rener.ez divyezhek evit merañ ar greizenn dudi ha :
• Lakaat e plas hag heuliañ raktresoù pedagogel ar greizenn dudi evit ar Merc’hervezhioù hag ar vakañsoù bihan e liamm gant ar raktres pedagogel ha dre genlabour ar skipailh buheziñ.
• Merañ ar skipailh buheziñ : tutañ, sterniañ ha stummañ.
• Sevel ha buheziñ gant ar skipailh buhez pemdez hag obererezhioù ar greizenn.
• Kontroliñ ha lakaat e pleustr ar lennoù yec’hedouriezh ha surentez, anavezout ha lakaat e pleustr reolennoù degemer stroll ar vinored (ACM).
• Sevel hag ober gant ar budjed e kenlabour gant burev ar gevredigezh.
• Lakaat e plas ar c’hehentiñ diavaez ha war-zu ar familhoù, e liamm gant kenurzhier sevenadurel Ti ar Vro
• Merañ ar greizenn war dachenn ar melestradur :
- Diskleriadennoù TAM ha CAF
- Enskrivadurioù
- Predoù
• Diorren kevelerezhioù gant ar c’henurzhier sevenadurel
• Krouiñ ur blog ha darvoudoù da vrudañ ar greizenn
• Sevel ur raktres evit digeriñ un eil kreizenn dudi e bro Gwengamp.

Profil :

Brezhoneg komzet, lennet ha skrivet (C1)

Diplom aotren war ar renerezh (DARE) pe unan par.

Aotre bleniañ
Mestroniañ ar stlenneg
Merañ mat ar melestradur, ar yalc’hadoù hag ar budjed.
Anavezout pe bezañ gouest da embarzhiñ bro Gwengamp.
Bezañ youlek, madelezhus, pedagogour.ez
Barrek da vuheziñ ur skipailh, gouzout labourat a-stroll, selaou ha bezañ pasiant

Kas ur CV hag ul lizher emginnig

Darempred : Maelle Ausias

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all