Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Skoazeller.ez stummañ divyezhek

Lec'h : Karaez

Framm : Roudour

Tachenn : Kelenn brezhoneg d'an oadourien

Doare : Leunamzer (Kevrat vicherelaat termenet he fad (12 miz))

Post da bourvezañ d'an : D'an 18 a viz Here 2021

Deskrivadur ar post :

Emañ Roudour (aozadur stummañ war ar brezhoneg hag a ginnig stummadurioù hir ha berr war ar brezhoneg, war al lec'h, a-bell hag hironet) o tuta ur skoazeller·ez stummañ.

Ober a raio war-dro ar merañ melestradurel eus digoradur an teuliadoù betek ar c’hlozañ : degemer an danvez stajidi, merañ an enskrivadurioù, prientiñ dielloù kontouriezh, fakturenniñ.
Stummet e vo war ar vicher.

Profil :

Gouzout brezhoneg (live B2/C1)
Sevel teuliadoù eus ar penn-kentañ betek ar fin ; aozañ ha steuñviñ en a-raok
En h·e aes gant ar stlenneg dre vras ; mestroniañ meziantoù stlenneg burev
Sekretouriezh (renkañ, lizhiri...)
Anaoudegezh eus bed ar stummañ
Gouzout degemer, bezañ rik ; perzhded an daremprediñ pratikoù ; labourat e skipailh
Kenefeder 172 eus emglev a-stroll an aozadurioù stummañ.

Emstrivadur, CV + lizher emginnig (stumm video degemeret mat) da gas a-raok an 30 a viz Gwengolo 2021

Darempred : Segrig Laur, merour - Pgz : 06 28 18 18 01

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all