Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Kargad diorren bugaligoù ha yaouankiz

Lec'h : Lec’hiad Ofis publik ar brezhoneg e Gwened

Framm : Ofis publik ar brezhoneg

Tachenn : Diorren

Doare : Leunamzer (Kevrat didermen)

Post da bourvezañ d'an : D'ar 15 a viz Here 2021

Deskrivadur ar post :

Emañ Ofis publik ar brezhoneg o tuta ur gwazour.ez divyezhek evit diorren anaoudegezh ha implij ar brezhoneg e bed ar vugaligoù hag ar re yaouank.

E diabarzh pol Studi ha Diorren an Ofis publik e vo karget ar gwazour pe ar wazourez da ziorren bezañs hag implij ar brezhoneg e bed ar vugaligoù hag ar re yaouank evit darn.

Bez’ en.he do da gentañ da aozañ ha da gas war-raok ar stignad kas ar brezhoneg d’ar vugaligoù er magourioù dre emellourien diavaez.

Rankout a raio ivez skoulmañ liammoù gant ar galloudoù publik (departamantoù, tiez-kêr, KGT) hag an dougerien raktresoù evit ma vo diorroet implij ar brezhoneg er metoù-se.

War un dro, heuliañ a raio raktresoù liammet ouzh diorren ar c’houlzad Ya d’ar brezhoneg hag ar c’hrouiñ hentadoù divyezhek er skolioù.

Profil :

Live B2 e brezhoneg da nebeutañ

BAC+3

Barregezh da urzhiañ e labour ha bezañ prest da fiñval e Breizh.

Anaoudegezh vat eus bed ar vugaligoù (reolenniadur) hag an deskadurezh.

C’hoant deskiñ hag ersavusted.

Darempredoù aes gant an dud.

Barregezh d’en em ober diouzh an degouezhioù ha da gaout intrudu

Implij er rummad B

Aotre-bleinañ B

Kas ur CV hag ul lizher emginnig en div yezh a-raok an 30 a viz Gwengolo 2021

Darempred : Ao. Prezidant - Ofis publik ar brezhoneg - 32 bis straed ar Verzherien 29270 KARAEZ - Pgz : 02 98 99 30 10

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all