Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Stummer.ez war ar brezhoneg

Lec'h : Karaez

Framm : Roudour

Tachenn : Kelenn brezhoneg d'an oadourien

Doare : Leunamzer (Kevrat tremenet he fad)

Post da bourvezañ d'an : Deroù miz Genver 2022

Deskrivadur ar post :

Emañ Roudour, un aozadur stummañ war ar brezhoneg, o tuta ur stummer.ez war ar brezhoneg.

Buhezhiñ stummadurioù brezhoneg a bep seurt hag ambroug an deskarded e vo h.e labour : stummadur 6 miz, barrekaat, stummadurioù a-bell ha stajoù berr.

Stummet e vo war ar vicher, hentennoù Roudour hag implij an ostilhoù pellstummañ niverel .

Profil :

Gouzout brezhoneg (live B2/C1)
Gouzout treuzkas gouiziegezh
Daremprediñ aes
Gouzout buheziñ ur strollad
Ober gant meziantoù diazez (Word/Writer/Docs, Impress/PowerPoint/Slides…)
Bezañ troet gant an teknologiezhioù niverel
Post live D eus emglev a-stroll an aozadurioù stummañ.

Kas ur CV hag ul lizher emginnig (pe stumm video a vo degemeret mat) a-raok an 12 a viz Kerzu 2021.

Darempred : Sedrig LAUR - 06 28 18 18 01

Lakaat e anv evit ar c'hinnig-mañ

Distreiñ da roll ar c'hinnigoù

Kasit ar pennad-mañ da dud all