None

Skoazeller·ez melestradurel

Divaskell Breizh

Aradon (56)

Lakaat e anv
Deiziad embann 26/02/2024
Deiziad kregiñ 11/03/2024

Divaskell Breizh zo ur gevredigezh yaouank, krouet e dibenn 2020 gant kerent skolidi mennet. Hiziv an deiz ez a en-dro 20 kevredigezh lec’hel, en o zouez 10 pol, hag a zileur kerent skolidi divyezhek eus 42 skol. Frammet eo Divaskell Breizh en-dro d’ur burev, ennañ 5 ezel, hag ur C’huzul-merañ. Skoazellet e vez an obererezh abaoe bloaz gant ur c’henurzhier. Dre ma kresk ha ma aoz devezhioù-departamant emañ ar gevredigezh Divaskell Breizh oc’h ober muioc’h a draoù melestradurel eus miz Meurzh da viz Mezheven. Evit kreskiñ obererezh Divaskell Breizh e ranker enfredañ ur skoazeller·ez melestradurel hiziv an deiz.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Lakaet e vez dindan aotrouniezh burev Divaskell Breizh hag ivez dindan evezh ar
c’henurzhier. Seveniñ a ra ar c’hefridioù-mañ :
- Ober war-dro an tretiñ hag an heuliañ melestradurel
- Heuliañ ar skoroù niverel (rouedadoù sokial, lec'hienn Genrouedad) el linenn termenet gant Divaskell Breizh
- Dre vras, kemer perzh e brud Divaskell Breizh evit diorren ar brezhoneg hag ar gallaoueg er skolioù katolik.
- Ober war-dro trevelloù a-vareadoù

Oberezhioù ar post :
- Ober war-dro an trevelloù sekretouriezh pemdez
- Prientiñ ar skoroù emvod
- Sevel rentaoù-kont emvodoù ha teulioù a bep seurt.
- Diorren ar c’hehentiñ hag an erlec’hiadurioù kelaouiñ war ar rouedadoù sokial kerkoulz hag al lec’hienn Genrouedad (krouiñ endalc'hadoù, lakaat teulioù e-kerz al lec'hienn web...)
- Kemer perzh, ur wech an amzer, e darvoudoù brudañ Divaskell Breizh (devezh-departamant, dalc’h stand...)

Doare den

Profil :
- Emren oc'h
- Aozet ha strizh oc'h
- Diskred, plijadur, gouzout komz en un doare aes
- Selaou ha tizh kompren
- Darempredoù mat

Barregezhioù goulennet :
- Ostilhoù stlennegel, Pack Office, Canva pe damheñvel
- Kehentiñ (rouedadoù sokial, lec'hienn Genrouedad, binvioù Web)
- Un dra ouzhpenn eo mestroniezh ar brezhoneg hag/pe ar gallaoueg
- Aotreoù B

Titouroù war ar post

Gopr

Hervez ar c'hendivizad ECLAT

Doare kevrat

Kevrat termenet he fad

Amzer labour

Darnamzer

Evezhiadenn

Kevrat labour war hir dermen eus an 11 a viz Meurzh d'ar 05 a viz Gouere
Darnamzer 24 e/sizhun ingalet e-pad 4 devezh
Pellabour gant un devezh/sizhunvezh war al lec’h, ha gallout a reer mont ha dont evit abadennoù a-ratozh,
Urzhiataer + pellgomzer pourchaset
Gallout a ra ar fichenn-bost-mañ emdreiñ diouzh ezhommoù Divaskell Breizh

Darempred

Divaskell Breizh

contact@divaskell.bzh

07.48.15.20.71