Poellgor Akademiezh ar Gelennad
Breizh
Emañ Deskadurezh Katolik ar vro o tutañ danvez kelennerien / kelennerezed a-benn prientiñ an distro-skol 2025 / 2026. Digoret e vo un nebeut hentadoù divyezhek hag hentadoù brezhoneg sistematek e skolajoù ar vro. Eurvezhioù e Penn ar Bed, Aodoù an Arvor hag e Mor Bihan. Deuit e darempred ganeomp evit gouzout hiroc'h.
15 Mae 2025
Radio Kreiz Breizh
Gwengamp (22)
An astenn Radio Treger Goueloù zo bet savet e Gwengamp evit kreskiñ an niver a abadennoù ha bezañ tostoc’h eus Treger ha Goueloù. Klask a ra Radio Kreiz Breizh un animatour·ez / kazetenner·ez radio divyezhek evit an astenn-se.
15 Mae 2025
DIWAN
Pondi (56)
Emañ Diwan kentañ Derez o klask un erlec'hier·ez evit skol Diwan Pondi.
14 Mae 2025
Youn ha Solena
Sant-Ervlan (44)
Emañ ar vagouri Youn ha Solena o tuta ur buhezour/vuhezourez bugaligoù gant ur KTF 6 miz nevezadus, 35eur/sizhun, adalek an 02/06 pe an 18/08/2025.
12 Mae 2025
REGEK 22
Dinan (22)
La DDEC des Côtes d'Armor recrute un·e professeur·e des écoles bilingue à Dinan. 27h de cours, classe multiniveaux.
12 Mae 2025
Ti-kêr Plougerne
Plougerne (29)
Emañ ti-kêr Plougerne o tuta ur gwazour/wazourez kempenn takadoù glas. Post da vezañ pourvezet gant ar gargiaded da gentañ.
12 Mae 2025
Ti-kêr Bulad-Pestivien
Bulad-Pestivien (22)
Emañ ti-kêr Bulad-Pestivien o tuta ur gwazour/ wazourez liesvarrek troskol divyezhek. Post digor d'an dud kevratet.
12 Mae 2025
Pondi Kumuniezh-kumunioù
Pondi (56)
Emañ Pondi Kumuniezh-kumunioù o tuta ur c'helenner/gelennerez divyezhek war ar c'han hengounel. Post digor d'an dud kevratet.
12 Mae 2025
Diwan
La Bouexière (35)
Emañ Diwan o klask ur c’henrener / genrenerez evit ar Skolaj 35 e Beuzit-ar-C’hoadoù, an hini kentañ en Il-ha-Gwilen. Ul lec’h n’eus ket e bar evit a sell ouzh diorren ar brezhoneg. Pa ranker plediñ gant al labour melestradurel rik, e vezer e-kreiz ar jeu ivez evit kemer e lod e raktres kaer ur skolaj e brezhoneg penn-da-benn eus ar c’hwec’hvet klas d’ar c’hlas trede ! Ur skolaj nevez flamm e vo ouzhpenn da-se.
9 Mae 2025
AEP skol Diwan Plabenneg
Plabenneg (29)
Emañ skol Diwan Plabenneg o klask un den (ASEM) evit ambroug ar vugale er c'hlas hag en amzerioù tro-skol (kantin, diwallerezh). Labour a-gevred gant un implijiadez. Kontrad CDI/CDD
7 Mae 2025
Ofis Publik ar Brezhoneg
Gwengamp (22)
C'hoant hoc'h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc'h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post kargad·ez diorren atebeg takad, evit ar Pol Studi ha diorren. Post lec'hiet e Gwengamp.
5 Mae 2025
Brest Meurgêr
Brest (29)
Emañ Brest Meurgêr o tuta ur GWATASM divyezhek a-benn an distro-skol 2025. Post da vezañ pourvezet gant ar gargiaded da gentañ.
5 Mae 2025