Diwan Breizh
Landerne (29)
Emañ Diwan oc’h adaozañ gouarnerez ar gevredigezh, setu e klasker war ur c’henrener·ez evit ar rouedad skolioù kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl.
26/05/2025
Ti-kêr Landerne
Landerne (29)
Emañ ti-kêr Landerne o tuta ur gwazour/wazourez an degemer hag an hanterouriezh sevenadurel evit palier Roc'han, adalek ar 16/06/25 betek an 08/01/26.
19/05/2025
Ti-kêr Montroulez
Montroulez (29)
Emañ ti-kêr Montroulez o tuta un tredaner/dredanerez evit servij an takad foran a-benn miz Gouere. Post digor d'an dud kevratet.
19/05/2025
Gwengamp (22)
Deiziad embann | 05/05/2025 |
Deiziad evit lakaat e anv | 15/06/2025 |
Deiziad kregiñ | 01/09/2025 |
C'hoant hoc'h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc'h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post kargad·ez diorren atebeg takad, evit ar Pol Studi ha diorren. Post lec'hiet e Gwengamp.
• E diabarzh pol Studi ha diorren an OPAB e ray an den kargad diorren atebeg takad war-dro diorren ar c’hinnig kelenn divyezhek ha luskañ ar c’houlzad Ya d’ar brezhoneg war e dakad (Aodoù-an-Arvor).
• Live B2 e brezhoneg
• Live bak +3
• Aotre-bleinañ B
Mestroni eus ar brezhoneg, anaoudegezh vat eus mont en-dro an
Deskadurezh-Stad, darempredoù aes, labour e skipailh, intrudu,
dalc’husted, reoliegezh el labour
Contrat à durée indéterminée
Temps complet
KTF 3 bloaz
Lizher ha CV da gas e div yezh da :
Aotrou Prezidant,
Ofis publik ar brezhoneg
Kastell Kerampuilh
29270 Karaez-Plougêr
Pe da mathilde.nicolas@opab.bzh
Ofis Publik ar Brezhoneg
Kastell Kerampuilh
29270 Karaez-Plougêr
mathilde.nicolas@opab.bzh02 98 99 30 10