Ti-kêr Plougerne
Plougerne (29)
Emañ ti-kêr Plougerne o tuta ur c'hargad/gargadez kehentiñ divyezhek. Post digor d'an dud kevratet.
14/04/2025
AR REDADEG A DI DA DI
Poste en télétravail ou dans un lieu à déterminé en fonction de la personne
Post labour skoazeller pe skoazellerez kehentiñ, 60 % amzer leun, ledet war ar bloaz Pell-labour pe en ul lec’h da zibab asambles Labourat a raio an den dindan atebegezh rener ar gevredigezh hag ar Burev.
28/02/2025
Mignoned ar Brezhoneg
Gwened (56)
E-karg krouiñ ha diorren ar c’hehentiñ evit an holl raktresoù eus gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg emañ an den karget a gehentiñ. Ul labour treuz eo, e genlabour gant kenurzhierez Gouel Broadel ar Brezhoneg hag ar skoazeller·ez kenurzhiañ. Ar brezhoneg eo ar yezh labour pennañ.
30/01/2025
Sant-Ervlan (44)
Deiziad embann | 27/05/2025 |
Deiziad kregiñ | 01/09/2025 |
Pouezus eo ar vuhez kevredigezhel evit diorren ha kas raktres KanN a-benn. Labourat a ra an den gopret gant ar c’hopridi all, an dud a-youl vat (kelennerien/kelennerezed en o zouez) ha gant pep ezel eus ar C’huzul-Merañ ervat. Pouezus-kenañ eo an dalc’hoù hag ezhomm-bras zo da sevel oberiantizoù kreñv evit treuzkas ar brezhoneg.
Dindan atebegezh ar C’huzul-Merañ e heul ar c’henurzhier/genurzhierez ar sturiadoù divizet gant ar pal lakaat da dalvezout ar raktres kevredigezhel e departamant al Liger-Atlantel. Diorren a ra al labour kehentiñ evit ar gevredigezh. Luskañ a ra ar rouedad tud a-youl vat. Kemer a ra perzh en oberiantizoù a-stroll davet ar pratikoù, ha pa vefe evit o c’hrouiñ pe evit o merañ, a-dost gant merourien ha merourezed ar gevredigezh.
1. Degemer ha daremprediñ gant ar publik :
• Degemer ha titouriñ ar pratikoù war al lec’h
• Merañ standard pellgomz ar gevredigezh
• Merañ boest postel ar gevredigezh
• Respont d’ar goulennoù hag ambroug an dud nevez enskrivet
• Merañ oberiantizoù Kentelioù an Noz, hec’h izili hag ar skodennoù
• Sevel bilañsoù ez-reoliek evit ar C’huzul-Merañ
• Ober war-dro an enkefadurioù
2. Kehentiñ ha brudañ :
• Merañ kehentiñ diabarzh ha diavaez ar gevredigezh
• Lakaat e plas ha luskañ binviji ar c’hehentin (lec’hienn internet, rouedadoù sokial, pajenn HelloAsso, lizher-kelaouiñ miziek ar gevredigezh)
• Sevel binviji kelaouiñ niverel ha dre baper (traktoù, skritelloù ha kement zo)
• Souten gant startijenn oberantizoù ar gevredigezh en ur skignañ da vat keleier KanN d’ar muiañ a dud ha da rouedad kevelerien ar gevredigezh en o zouez.
• Aozañ c’hoarvoudoù evit brudañ ar gevredigezh
3. Diorren ha kevelerezh :
• Diorren hag heuliañ ar c’hevelerezh gant an ensavadurioù, an embregerezhioù hag ar c’hevredigezhioù
• Sevel goulennoù skoazelloù publik ha profiñ arc’hant, a-gevret gant teñzorer•ez ar Burev
• Heuliañ an danvez melestradurel ha kontourel gant teñzorer•ez ar Burev
• Sevel feuremglevioù ha kenemglevioù kevelerezh a-gevret gant ar Burev hag heuliañ anezho
4. Kenurzhiañ, merañ, luskañ :
• Aozañ buhez ar gevredigezh, ober war-dro ar c’henurzhiañ etre oberourien disheñvel KanN
• Ober diouzh ma vo mat mont en-dro an oberiantizoù
• Diorren oberiantiz ar gevredigezh en ur ginnig oberiantizoù nevez, en ur wellaat an oberiantizoù a zo dija
• Kemer perzh e kefridioù poentel gant an dud a-youl vat (nozvezh an distro-skol, bodadeg-veur, foromoù ar c’hevredigezhioù, kenaozañ stajoù hag oberiantizoù ha kement zo)
• Diouzh a c’hoarvez merañ ur gentel brezhoneg pe oberiantizoù evit Kentelioù an Noz
5. Labourat a-stroll :
• Kemer perzh e aozadur lec’haveiñ ar c’hentelioù hag an darvoudoù
• Kenlabourat da vat gant koskor ar c’hopridi, gant an hini a zo atebeg war ar pedadogiezh dreist-holl, evit aozañ kael ar c’hentelioù (salioù, implij-amzer, erlerc’hiadurioù ha kement zo). Gwiriañ eo liammet ar c’hentelioù, ar stajoù, an oberiantizoù an eil gant egile
• Kenlabourat a-dost gant ar C’huzul-Merañ, organ divizout ar gevredigezh, hag heuliañ e sturiadurioù
• Kenlabourat gant aozadurioù all hag a harp ar brezhoneg pe kevredigezhioù sevenadurel
• Piaouegezh ar binviji burevek : skridtreter, taolenner, binviji erouezañ, postelerezh ha deiziataer
• Piaouegezh al lec’hienn HelloAsso
• Piaouegezh binviji kehentiñ : WordPress (merañ danvez web), Canva (krouiñ grafek), anaoudegezh eus ar rouedadoù sokial hag o c’hodoù
• Anaoudegezh eus ar metoù kevredigezhel lec’hel (brezhonek en o zouez)
• Barregezh da verañ meur a gefridi war an dro ha da labourat gant meur a gendivizer disheñvel
• Perzhded darempredus, tro-spered an intrudoù hag al labour a-stroll
• Skiant an aozadurezh ha rikted
• Liesvarregezh
• Diplom adalek Bak +2, peurgetket war dachenn ar buheziñ sokial
• Skiant-prenet war merañ kevredigezhioù ha kenurzhiañ raktresoù
• Live C1 an Diplom Barregezh war ar Yezh e brezhoneg
Gopr kriz bloaziek war diazez leun-amzer a 22 323€
Contrat à durée indéterminée
Temps partiel
• Kevrat amzer didermen (CDI) e darnamzer (50%) gant ur prantad esae ur miz-pad
• Burev staliet e Sant-Ervlan
• Treuzlec’hiañ poentel e meurgêr an Naoned hag en departamant
• Eurioù azasaus gant ur vezañs rekis poentel d’an noz pe d’an dibenn-sizhun. Moduladur an implij-amzer a-benn e azasaat ouzh emdroadur an oberiantizoù a-hed ar bloaz
• Pell-labour posupl a-wechoù
• Emglev a-stroll ECLAT niv.° 3246
• Mizoù treuzdougen stroll war-goust ar gevredigezh evit 50%
• Mizoù ar genwarez war-goust ar gevredigezh evit 50%
• 30 devezh oberat a vakañsoù bloaz
Kentelioù an Noz (KanN)
Yezhoù ha Sevenadur
12 bali an Angeviniere
44800 Sant-Ervlan
kenteliouannoz@gmail.com0768472225