Mignoned ar Brezhoneg

Kargad·ez eus ar c'hehentiñ

Mignoned ar Brezhoneg

Gwened (56)

Lakaat e anv
Deiziad embann 30/01/2025
Deiziad evit lakaat e anv 20/02/2025
Deiziad kregiñ diouzhtu

E-karg krouiñ ha diorren ar c’hehentiñ evit an holl raktresoù eus gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg emañ an den karget a gehentiñ. Ul labour treuz eo, e genlabour gant kenurzhierez Gouel Broadel ar Brezhoneg hag ar skoazeller·ez kenurzhiañ. Ar brezhoneg eo ar yezh labour pennañ.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

___

Kenarroud :

Ur gevredigezh lezenn 1901 eo Mignoned ar Brezhoneg, gant 228 den a-youl vat, 8 den er c’huzul-merañ, ha 3 goprad·ez e leun amzer.

Aozet ‘vez d’un doare bloaziek Gouel Broadel ar Brezhoneg gant ar gevredigezh, ha leurenn-lañs An Taol-Lañs. Kenurzhiet vez ivez abaoe 2021 ar c’houlzad kehentiñ “ecole.bzh” evit brudañ ar c’helenn divyezhek e brezhoneg en holl skolioù katolik, publik, ha Diwan. E penn ar raktres Stal.bzh eo ivez Mignoned ar Brezhoneg : ul lec’hienn a vod ur rouedad tud a-vicher o implijout ar yezh.

Gant ar gevredigezh e vez kinniget ivez servijoù evit ar vrezhonegerion : ur boutik enlinenn gant produioù e brezhoneg kinniget gant ur rouedad kevredigezhel liesseurt, ha servijoù treiñ pe tañva d’ar brezhoneg.

___

Kefridioù :

- Krouiñ a lakaat e plas strategiezh kehentiñ evit an holl raktresoù douget gant ar gevredigezh : GBB, Ecole.bzh, Stal.bzh.
- Kemer perzh evit aozañ darvoudoù ha bezañ skeudenn ar gevredigezh en diavaez.
- Neveziñ ha merañ lec’hiennoù liammet gant an holl raktresoù ar gevredigezh.
- Buheziñ ar rouedadoù sokial ha sevel lizhiri-kelaouiñ.
- Sevel skoroù kehentiñ paper ha niverel.
- Labourat e liamm gant pourchaserien (grafour·ez, mouller·ez, frammer·ez video…)
- Labourat gant ar skipailhoù a-youl vat ha buheziñ emvodoù.
- Sturiañ ha merañ lec’haveiñ ar c’houlzad kehentiñ ecole.bzh.
- Merañ an darempredoù gant ar mediaoù, ar gazetennerion ha kevelerion ar raktresoù.

Doare den

___

Chemet ha doare-bezañ :

- Stummadur war ar c’hehentiñ pe un domani liammet.
- Barregezhioù en em aozañ, ha spered intrudu.
- Bezañ gouest da labourat e-unan hag e skipailh ivez.
- Gouzout ragarveziñ ar priorelezhioù hag an traoù mallus. Barrek evit merañ traoù dic’hortoz.
- Mestroniañ ar meziantoù Adobe ha chadenn ar graferezh.
- Frammañ videoioù ha motion design evit filmoù-berr war ar rouedadoù sokial.
- Mestroniañ WordPress ha binvioù enframmañ web, ha mont en-dro ar SEO.
- Mestroniañ hag anavezout mat ar rouedadoù sokial.
- Bezañ gouest da gomz ha da skrivañ e brezhoneg (live B2 d’an nebeutañ).
- Barregezhioù skrivañ e galleg hag e brezhoneg.
- Bezañ gouest merañ ur budjed.
- Aotre-bleniañ B.

Anaoudegezh don ar yezhoù programmadur web ha barregezhioù kreñv e frammañ video a zo priziet. Kaout ur spered stourmer evit ar brezhoneg a zo priziet ivez.

Titouroù war ar post

Gopr

war diazez a c’henemglev ECLAT strollad E, coeff 325, da lavaret eo 2 295 € kriz/miz.

Doare kevrat

Kevrat didermen he fad

Amzer labour

Leunamzer

Evezhiadenn

- Kevrat didermen (CDI), leun-amzer (35 eurvezh)
- Labour posubl d’an dibennoù-sizhun pe d’an noz.
- Difrejet e vez ar frejoù hent.
- Pell-labour a-zarn posubl.
- Deiziad kregiñ : an abretañ ar gwellañ.

___

Tutadur :

An enskrivadurioù a zo da gas gant ur CV hag ul lizher emginnig a-raok ar 20 a viz c’hwevrer 2025 d’ar prezidant Renan Kerbiquet, da contact@mignoned.bzh. Muioc’h a ditouroù war ar post : 07 76 32 29 70.

Darempred

Mignoned ar Brezhoneg

3

rue de la loi

56000 VANNES

contact@mignoned.bzh

0776322970