Rektorelezh Roazhon
Liverieg (35)
Emañ skolaj Liverieg o klask ur c'helenner/gelennerez war an Istor-Douaroniezh divyezhek.
03/10/2024
Poellgor Akademiezh ar Gelennadurezh Katolik
Bro-Dreger
Emañ Kelennadurezh Katolik Aodoù an Arvor o klask ur c'helenner / ur gelennerez war an Istor-Douaroniezh a-benn kelenn en un hentad divyezhek eus Bro-Dreger. (Amzer labour : 11,5e / 18eurvezh)
02/10/2024
Poellgor Akademiezh ar Gelennadurezh Katolik
Bro-Gwened
Emañ Kelennadurezh Katolik ar Mor-Bihan o klask ur c'helenner / ur gelennerez war an Istor-Douaroniezh a-benn kelenn e : ➡️ Tri skolaj divyezhek lec'hiet tro-dro Kêr Wened. Ar post a zo da bourveziñ evit ar bloavezh-skol 2024-2025 a-bezh. (Amzer labour : 80% pe muioc'h) ➡️ ur skolaj divyezhek lec'hiet e-kichen an Oriant. Ar post a zo da bourveziñ evit ar bloavezh-skol 2024-2025 a-bezh. (Amzer labour : 33%)
02/10/2024
Sud-Finistère
Deiziad embann | 02/02/2024 |
Deiziad evit lakaat e anv | 25/08/2024 |
Deiziad kregiñ | 01/09/2024 |
MERVENT, aozadur hag a gelenn brezhoneg e Bro Gerne a zo o tuta ur gelennerez pe ur c’helenner war ar brezhoneg evit labourat war tachenn ar c’hentelioù-noz evit an dud deuet ha war tachenn an tañva er skolioù kentañ derez publik ha prevez , Tachenn labour : Bro Kemper, Bro Vigoudenn, Bro Douarnenez, Kreiz Penn-ar-Bed.
Reiñ kentelioù noz sizhuniek evit an oadourien. Padelezh ar gentel 1e30 sizhun.
- Brezhoneg komzet ha skrivet mat,
- Barregezhioù a-fet pedagogiezh ha buheziñ diouzh an dud deuet,
- Bezañ gouest da genlabourat gant ur skipailh kelennerien,
Reiñ kentelioù tañva war ar brezhoneg er skolioù kentañ derez publik ha prevez. evit ar vugale. Padelezh ar gentel 1eur /klassad.
- Barregezhioù a-fet pedagogiezh ha buheziñ diouzh ar vugale,
- Bezañ gouest da genlabourat gant ur skipailh kelennerien,
- Aotre bleniañ ret.
Aotreegezh war ar brezhoneg, DBY live 5,
Kevrat hollek ar buheziñ ECLAT, kael ispisial, strollad 2
Kevrat termenet he fad
Darnamzer
MERVENT
BP29
PL. AN AMIRAL RONARC'H
29720 PLONEOUR-LANWERN
renerezh@mervent.bzh02 98 87 72 41