KLT - Ti ar Vro Montroulez
Konk-Kerne (29)
Emañ Ti ar Vro Montroulez o tuta ur rener·ez evit daou chomadenn dre velo war an hent glas. Hini gentañ adalek ar 7 betek an 13/07 etre Uhelgoad ha Konk-Kerne, 16 bugel etre 8 ha 10 vloaz. An eil adalek ar 14 betek an 20/07 etre Konk-Kerne ha Rosko, 16 bugel etre 11 ha 14 vloaz.
30/04/2024
Ti ar Vro Landerne-Daoulaz
Landerne (29)
Emañ Ti ar Vro Landerne-Daoulaz o tuta ur buhezour·ez divyezhek evit ur greizenn dudi e brezhoneg, adalek an 8 betek an 19 a viz Gouere. Degemer a ra bugale etre 2,5 ha 12 vloaz.
30/04/2024
Emglev Bro Douarnenez
Enez-Sun (29)
Emañ Emglev Bro Douarnenez o tuta ur buhezour·ez evit buheziñ war Enez Sun gant bugale (13/07-19/07) ha krennarded (27/07-03/08).
23/04/2024
Henbont (56)
Deiziad embann | 21/03/2024 |
Deiziad kregiñ | 07/07/2024 |
Evit bugale etre 8 ha 12 vloaz ag hentadoù divyezhek Breizh eo ar chomadenn-mañ. Kamp aozet tro dro d’an natur ha d’ar sportoù : prantadoù velo, kayak... Deiziadoù : Etre ar sul 7 hag ar sadorn 13 a viz Gouere 2024 (07/07/24 – 13/07/24) Lec’h : Tachenn kampiñ Henbont (56)
En un dachenn-gampiñ àr ribl ar Blavezh, e ranko ar rener/ez :
meriñ ur skipailh buheziñ get 2 animatour.ez hag ur strollad 20 bugel. Kas da benn stalioù buheziñ liammet get raktres desavadurel kevredigezh Emglev Bro an Oriant ha krouiñ ur raktres pedagogel é doujiñ doc’h reolennoù surentez ha yec’hederezh. Meriñ a ray ar rener pe ar renerez ar vuhez pemdeziek hag al liammoù get an dud.
Gouiet kaozeal brezhoneg ; kaout an DARE; bout emren er c’hamp vakañsiñ; gouzout hiroc’h àr ar reolennoù degemer hag aoziñ ur chomadenn evit ar vinored (mererezh, bevañs…). Aotre bleniñ.
700 euros kriz
Kevrat termenet he fad
Leunamzer
Monet e darempred/kasit ho CV : Emglev Bro an Oriant, emglev@ebo.bzh / 02 97 21 37 05
Emglev Bro An Oriant
Ti ar c'hevredigezhioù
5 plasenn Bonneaud
56100 An Oriant
emglev@ebo.bzh02 97 21 37 05