Patati
Sant-Ervlan (44)
Emañ Patati, kreizen dudi vrezhonek anezhi, o klask buhezourien DABU evit Merc'hervezhioù ha vakañsoù-skol bloavezh-skol 2025/2026.
02/07/2025
CLAJ Karaez
Carhaix (29)
Emañ ar CLAJ e Karaez o tuta ur buhezour/vuhezourez evit un degemer a-stroll evit bugale 3-12 vloaz e brezhoneg.
25/06/2025
Ti ar Vro Landerne-Daoulaz
Landerne (29)
O tuta ur buhezour·ez emañ Ti ar Vro Landerne Daoulaz evit ar c’hentelioù-noz brezhoneg hag ar buheziñ.
23/06/2025
Enez-Sun (29)
Deiziad embann | 23/04/2024 |
Deiziad kregiñ | 13/07/2024 |
Emañ Emglev Bro Douarnenez o tuta ur buhezour·ez evit buheziñ war Enez Sun gant bugale (13/07-19/07) ha krennarded (27/07-03/08).
Kinnig c'hoarioù, beilhadegoù ha prantadoù buheziñ a bep-seurt.
Sikour ar vugale d'ober war-dro ar vuhez pemdeziek.
Er programm : Kayak, gwaregañ, pourmenadennoù ha kouronkañ !
Palioù ar c'hamp a vo broudañ emrenerezh ar vugale, kizidikaat war an espern douar ha treden, dizoloiñ ar vuhez war un enezenn, ha bevañ e brezhoneg evel just !
DABU pe un diplom kevatal + Klask 'vez unan gant un diplom evezhier kouronkañ ! Buhezourien gant skiant prenet, youlek ha leun a mennozioù !
55€ kriz / devezh
Contrat à durée déterminée
Temps complet
Lizher + CV da gas da : emglev.bro.dz@gmail.com
Emglev Bro Douarnenez
emglev.bro.dz@gmail.com