Ti Ar Vro Landerne Daoulaz
Landerne (29)
O tuta un den emañ Ti ar Vro Landerne Daoulaz evit sikour kempenn ar greizenn dudi e brezhoneg « Ti al Lamponed » d’ar merc’her hag e-pad ar vakansoù-skol.
10/07/2025
AEP skol Diwan Lannuon
Lannuon (22)
Evezhiañ ha buheziñ an diwallerezh e binom. Renkañ ha tiegezh an diwallerezh.
09/07/2025
Skolaj Diwan Sant-Ervlan
Sant-Ervlan (44)
Emañ skolaj Diwan Sant-Ervlan o tuta ur c'hasour/gasourez a-benn an distro-skol 2025.
09/07/2025
Boulvriag (22)
Deiziad embann | 13/11/2023 |
Deiziad kregiñ | 29/08/2024 |
Emañ skol Diwan Boulvriag o tuta ur GWAASM divyezhek a-benn miz Gwengolo 2024.
Dindan kiriegezh an AEP hag o kenlabourat gant skipailh kelenn ar skol e reoc’h war-dro ar c'hefridioù da heul (rannet etre 2 ASEM ar skol) :
- ambroug ar skolidi.adezed gant o deskerezhioù pemdeziek (emrenerezh, buhez a-stroll, yec’hedoniezh korf, diorroadur afektivel ha speredel...)
- buheziñ hag eveshaat an amzerioù tro-skol
- ober war-dro an amzerioù er predva ha kemer perzh e deskadurezh-boued ar vugale
- ober war-dro renkañ, naetaat, kempenn an dafar hag an ti-skol
Gouzout :
- Anavezout diorroadur ar vugale hag o ezhommoù (korf, keflusk, afektivel)
- Komz brezhoneg
- Anavezout reolennoù yec’hedoniezh ar skolioù pe kaout c’hoant bezañ stummet warne
Gouzout ober :
- Ambrougañ ar vugale en o deskerezhioù pemdez
- Buheziñ (c’hoarioù, labour-dorn, kanaouennoù...)
- Ober war-dro surentez ar vugale (spered ha korf)
Gouzout bezañ :
- Barrek da evezhiañ, kaout pasianted ha bezañ madelezhus
- Selaou ha doujañ ouzh ar vugale ha tud ar skipailh
- Bezañ gouest en em aozañ, bezañ emren ha reaktiv
- Labour skipailh
GIEK dre eur
Contrat à durée déterminée
Temps partiel
20e / sizunvezh (merc'her ha vakañsoù dieub).
Kevrat sikouret PEC.
Cv ha lizher da gas da aep.skolboulvriag@gmail.com
Skol Diwan Boulvriag
aep.skolboulvriag@gmail.com09 52 78 32 10