Gallout a reer embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :
None

Kargad·ez diorren atebeg·ez takad Su Penn-ar-Bed

Ofis Publik ar Brezhoneg

Karaez-Plougêr (29)

Lakaat e anv
Deiziad embann 09/09/2025
Deiziad evit lakaat e anv 30/09/2025
Deiziad kregiñ 15/10/2025

E-barzh ar pol Studi ha Diorren an OPAB e vo karget ar gwazour/wazourez eus raktresoù hentadoù divyezhek nevez er skolioù, lakaat e plas ha heuliañ ar c’houlzad Ya d’ar brezhoneg er gennad publik hag er gennad prevez, ha darempredoù gant an dilennidi evit diorren implij ar yezh e Su Penn-ar-Bed.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

- Er Pol studiañ ha diorren e rank an atebeg·ez takad kas da benn follenn-hent an Ajañs diorren war e dachenn, krouiñ rouedadoù ha krouiñ darempredoù a fiziañs gant kevelerien an OPAB.
- Kas a ra war-raok ar c’houlzad Ya d’ar brezhoneg hag ober a ra war-dro diorren ar c’helenn war e dachenn (kizidikaat an obererien, titouriñ ar familhoù).
- Kuzuliañ a ra ar gevelerien publik ha prevez, un nerzh kinnig eo evit diorren an anaoudegezh eus ar brezhoneg hag e implij, ha ober a ra al liamm gant ar peurrest eus servijoù OPAB.
- Skrivañ a ra rentaoù-kont an emvodoù a gemer perzh enno.

Doare den

- Strizh ha barregezh aozañ. Darempredoù aes gant an dud diavaez hag ar gevelerien diabarzh.
- Dibres. Komz aes, labourat a-stroll, diskouez emrenerezh hag intrudu, rentañ kont d'e/he urzhaz.
- Pleustr pemdeziek ar brezhoneg pe al live B2.
- Barregezh dre gomz ha dre skrid e galleg hag e brezhoneg, gouest da azasaat ha da dapout intrudu.
- Mestroniañ ar binvioù burevek pemdez.
- Anavezout mat ar frammoù a gomz brezhoneg hag an dalc'hoù liammet ouzh ar politikerezh yezh. Anavezout tachenn an deskadurezh priziet.
- Aotre-bleniañ B.

Titouroù war ar post

Doare kevrat

Contrat à durée déterminée

Amzer labour

Temps complet

Evezhiadenn

Post evit erlec'hiañ ur gwazour.
Lizher ha CV da gas e div yezh da :
Aotrou Prezidant,
Ofis publik ar brezhoneg
Kastell Kerampuilh
29270 Karaez-Plougêr

Pe da mathilde.nicolas@opab.bzh

Darempred

Ofis Publik ar Brezhoneg

Kastell Kerampuilh

29270 Karaez-Plougêr

mathilde.nicolas@opab.bzh