An Oriant tolpad-kêrioù
An Oriant (56)
Lorient Agglomération, dans le cadre de la politique communautaire en faveur de la langue et de la culture bretonnes, recherche un·e étudiant·e pour contribuer à l’écriture son Schéma langue et culture bretonne.
29/03/2024
Ofis publik ar brezhoneg
C'hoant hoc'h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc'h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post buhezour·ez kumuniezh. Lec’h labour : sez an OPAB (Karaez, Penn-ar-Bed) pe Naoned (Liger-Atlantel)
27/03/2024
Office public de la langue bretonne
Karaez-Plougêr (29)
C'hoant hoc'h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc'h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post kargad glad yezhel ha panellerezh.
27/03/2024
Deiziad embann | 27/03/2024 |
Deiziad evit lakaat e anv | 30/04/2024 |
Deiziad kregiñ | 01/06/2024 |
C'hoant hoc'h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc'h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post merour.ez roadennoù.
E diabarzh pol yezh an OPAB e ray ar merour pe ar verourez roadennoù war-dro dielfennañ roadennoù ar geriadurioù, korpusoù, diazoù roadennoù, troerioù emgefre ha binvioù stlenn all an OPAB gant ar pal da genderc’hel da wellekaat anezho, da lakaat ar binvioù e darempred an eil gant egile ha da ginnig ma vo savet ostilhoù nevez diwar ar roadennoù yezh zo anezho pe a vefe mat diorren.
Ober a ray al liamm etre ar postoù dezho profiloù yezh (geriadurourien, termenadurourien, troourien, pedagogourien) hag ar postoù dezho profiloù diorren war ar stlenneg.
Merañ ar roadennoù (kempenn, naetaat, pinvidikaat) :
- en diazoù ha geriadurioù diabarzh (Meurgorf, Termbret…)
- ar c'horpusoù (skrivet, klevet)
Dielfennañ ar roadennoù : stadegoù yezhoniel, istorel. Sevel grafikoù war Porched niverel ar brezhoneg diwar diaz Meurgorf, h.a.
Liammañ an diazoù/geriadurioù etrezo, ijinañ an arkitektur, sevel ar binvioù e darempred gant an diorroerien
Barregezhioù goulennet (n'eo ket ret mestroniañ an holl) :
- diazoù roadennoù (yezh SQL, MySQL/MariaDB, PostgreSQL)
- stadegoù, sevel grafikoù (gant Python/Pandas pe R da skouer, pe c'hoazh war pajennoù HTML)
- merañ, aozañ roadennoù, teuliaouiñ al labour
BAC +2
Live B2 e brezhoneg.
Diplom pe skiant-prenañ en domani
Spered urzhiet, barregezh kenlabourat ha daremprediñ aes, doujañ d’ar programm labour ha d’an termenoù, intrudu, rigorded, reoliegezh el labour, youl vras a-fet studi ar yezh ha diorren anezhi
Implij er rummad B
Kevrat didermen he fad
Leunamzer
Darempred ha gouzout hiroc’h : evit lakaat h.e anv kas ul lizher emginnig hag ur CV en div yezh da : Aotrou Prezidant, Ofis publik ar brezhoneg, Kastell Kerampuilh, 29270 Karaez-Plougêr.
Ofis publik ar brezhoneg
mathilde.nicolas@opab.bzh02 98 99 30 10