Ti-kêr Plougerne
Plougerne (29)
Emañ ti-kêr Plougerne o tuta ur c'hargad / gargadez a c'hehentiñ divyezhek.
11/04/2024
Roudour
Karaez-Plougêr (29)
Roudour zo un aozadur stummañ war ar brezhoneg hag a ginnig stummadurioù hir ha berr war ar brezhoneg, war al lec'h, a-bell hag hironet. C’hwezek implijiad a ya d'ober Roudour en deiz a hiziv, daouzek anezho o vezañ kevelourien eus ar scop. Tuta a reomp ur skoazeller·ez kehentiñ. Brudañ obererezh an embregerezh e vo h·e labour Stummet e vo war ar vicher.
18/03/2024
C'hoariva
Douarnenez (29)
Emañ ar gevredigezh C'hoariva, kevread rannvro ar strolladoù c'hoariva a-vicher hag amatour e brezhoneg, o tuta ur skoazeller·ez kehentiñ ha brudañ divyezhek.
05/03/2024
Deiziad embann | 26/04/2024 |
Deiziad evit lakaat e anv | 10/05/2024 |
Deiziad kregiñ | diouzhtu |
Emaomp o klask war-lerc’h un den a vefe dibres kerkent evit erlec'hiañ ur c’hopradez e-pad un ehan mammelezh. Ur rouedad skolioù kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl ez eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo ar sistem kelenn nemetañ a ginnig deskiñ brezhoneg er skol dre soubidigezh. Krouet e 1977 ez eus 4014 bugel skoliataet bremañ e 46 skol, 6 skolaj ha 2 lise, staliet war 5 departamant Breizh.
Staliet e servijoù ar rouedad e Landerne kentoc’h, e kenlabouroc’h gant ar renerezh ha burev ar c'huzul-merañ evit :
- Merañ lec’hienn internet hag intranet Diwan : produiñ ha freskaat danvez, talvoudekaat an danvez a zo, lizher kelaouiñ, renabl pennadoù keleier, kinnigoù labour, skignañ teuliadoù ha kement ‘zo ;
- Ober war-dro ha buheziñ ar rouedadoù sokial ;
- Skoazellañ tud ar vugale, ar renerien·ezed hag ar sekretourien·ezed d'ober gant modul enskrivañ ar vugale enlinenn, ha merañ an ostilh ;
- Harpañ evit an darempredoù gant ar c'hazetennoù (skrivañ kemennadennoù hag aozañ emvodoù kelaouiñ) hag aozañ emgavioù ar rouedad.
Afer ‘zo bezañ dibres diouzh noz pe d'ar Sadorn bep an amzer.
Evit tapout ar post e vefe mat…
Ho pefe graet ur stummadur meur goude ar vachelouriezh ha bezañ studiet ar c’helaouiñ hag ho pefe 2 vloaz skiant-prenet vicherel da nebeutañ.
Evel-just eo ret deoc’h mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre skrid ha dre gomz evit bezañ dibabet (live C1).
Youlek, emren ha gouest da gaout darempredoù ha da skrivañ gant aezamant, e vioc’h en ho pleud gant implij ar rouedadoù sokial ha sevel kemennadennoù d’ar gazetennerien ha d’ar c’hazetennerezed.
Kevrat termenet he fad
Leunamzer
Diwan
Z.A sant-Ernel
29800 Landerne
tuta@diwan.bzh0298213369