Ofis Publik ar Brezhoneg
Karaez-Plougêr (29)
E-barzh ar pol Studi ha Diorren an OPAB e vo karget ar gwazour/wazourez eus raktresoù hentadoù divyezhek nevez er skolioù, lakaat e plas ha heuliañ ar c’houlzad Ya d’ar brezhoneg er gennad publik hag er gennad prevez, ha darempredoù gant an dilennidi evit diorren implij ar yezh e Kreiz-Penn-ar-Bed hag e Kornôg Kreiz-Breizh.
03/07/2025
Ti-kêr Montroulez
Montroulez (29)
Emañ ti-kêr Montroulez o tuta un teknikour/deknikourez kempenn ar savadurioù. Post digor d'an dud kevratet.
30/06/2025
Gwengamp-Pempoull tolpad-kêrioù
Plaeraneg (22)
Emañ Gwengamp-Pempoull tolpad-kêrioù o tuta ur c'hargad/gargadez a raktresoù sevenadurel evit ar greizenn Milmarin. Post digor d'an dud kevratet.
30/06/2025
An Oriant (56)
Deiziad embann | 29/10/2024 |
Deiziad kregiñ | diouzhtu |
Emañ Emglev Bro An Oriant o tuta ur skoazeller·ez liesvarrek divyezhek.
Melestradur : Àr ar pemdez : degemer, pellgomz, tolpoù labour, posteloù. Kenveriñ an dielloù ha roadennoù (enrolladurioù, videooù, skeudennoù). Skoazell evit an teuliadoù yalc’had. Heuli teuliadoù. Trebosterezh ha pellgomzadennoù d’an izili (hiniennoù ha kevredigezhioù), da gevelerion da vout, ha c’hoazh. Liamm get teñzorer.ez ar gevredigezh.
Kehentiñ : E kenlabourat get ar c’henurzhier pe ar genurzhierez sevenadurel : evezhiiñ ar rouedadoù sokial ha krouiñ endalc’hadoù (pennadoù, skeudennoù, videooù), sevel lizheroù-kelaouiñ, meriñ ar rouedad sokial hag ar lec’hienn Internet. Darempredoù get ar c’hazetennoù (eskemmoù, emvodoù-kelaouiñ, skoazell sevel teuliadoù ha kemennadennoù d’ar gazetennerion).
Buheziñ : Skoazell lec’haveel ha bezañs e darvoudoù’zo aozet get an Emglev.
Skiant-prenet e-keñver al labour er metoù kevredigezhel e liamm get ar c’hefredioù displeget a-us.
Gouest d’ober get ar brezhoneg (yezh ar labour), dre gomz ha dre skrid. Broudiñ a raomp an dud da respont, memes ma kredont n’eo ket flour a-walc’h o brezhoneg.
Ret e vo bout gourdon doc’h ar benveger urzhiataerez boutin (Word, Excel...). Bout akourset doc’h benvegoù heuliad Adobe hag ar frammiñ video a vehe degemeret mat (stummadur possubl).
Aotre bleniiñ dre ret.
Bachelouriezh + 2 pe skiant-prenet
Diouzh an emglev a-stroll ECLAT
Contrat à durée déterminée
Temps partiel
Kevrat darnamzer bloavezhiek ha termenet 1 bloaz pe didermen reve ar barregezhioù
Emglev Bro An Oriant
Ivonig Le Merdy
kinniglabour.ebo@gmail.com