None

Diorroer war ar stlenneg

Ofis publik ar brezhoneg

Karaez-Plougêr (29)

Lakaat e anv
Deiziad embann 28/03/2024
Deiziad evit lakaat e anv 30/04/2024
Deiziad kregiñ 01/06/2024

C'hoant hoc'h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc'h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ha war tachenn an niverel ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post diorroer war ar stlenneg.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

E diabarzh pol merañ an OPAB e ray an diorroer war ar stlenneg war-dro diorren binvioù stlenn yezhel nevez ha gwellaat an ostilhoù bet savet c’hoazh pe war ober (geriadurioù, diazoù roadennoù, savenn Desketa, porched media ha niverel...)

Teknologiezhioù implijet :
Python/Django
VueJS
TailwindCSS
Docker
Git (Github)
Barregezhioù war an naouegezh artifisiel degemeret mat :
- gourdonañ ar patromoù
- dispakañ patromoù er stlenngoumouleg
- gwellaat ar patromoù

Doare den

BAC + 3
Live B2 e brezhoneg.
Diplom pe skiant-prenañ en domani
Spered urzhiet, barregezh kenlabourat ha daremprediñ aes, kompren an ezhommoù, doujañ d’ar programm labour ha d’an termenoù, intrudu, rigorded, reoliegezh el labour

Titouroù war ar post

Gopr

Implij er rummad A pe B

Doare kevrat

Kevrat didermen he fad

Amzer labour

Leunamzer

Evezhiadenn

Darempred ha gouzout hiroc’h : evit lakaat h.e anv kas ul lizher emginnig hag ur CV en div yezh da : Aotrou Prezidant, Ofis publik ar brezhoneg, Kastell Kerampuilh, 29270 Karaez-Plougêr.

Darempred

Ofis publik ar brezhoneg

mathilde.nicolas@opab.bzh

02 98 99 30 10