Ofis Publik ar Brezhoneg
Karaez-Plougêr (29)
E-barzh ar pol Studi ha Diorren an OPAB e vo karget ar gwazour/wazourez eus raktresoù hentadoù divyezhek nevez er skolioù, lakaat e plas ha heuliañ ar c’houlzad Ya d’ar brezhoneg er gennad publik hag er gennad prevez, ha darempredoù gant an dilennidi evit diorren implij ar yezh e Kreiz-Penn-ar-Bed hag e Kornôg Kreiz-Breizh.
03/07/2025
Ti-kêr Montroulez
Montroulez (29)
Emañ ti-kêr Montroulez o tuta un teknikour/deknikourez kempenn ar savadurioù. Post digor d'an dud kevratet.
30/06/2025
Gwengamp-Pempoull tolpad-kêrioù
Plaeraneg (22)
Emañ Gwengamp-Pempoull tolpad-kêrioù o tuta ur c'hargad/gargadez a raktresoù sevenadurel evit ar greizenn Milmarin. Post digor d'an dud kevratet.
30/06/2025
Ploneour-Lanwern (29)
Deiziad embann | 30/10/2024 |
Deiziad evit lakaat e anv | 01/12/2024 |
Deiziad kregiñ | 01/01/2025 |
Emañ MERVENT, aozadur hag a gelenn brezhoneg e Bro Gerne, o tuta ur c’henlabourer/ ur genlabourerez evit ur post-labour daou gefridi ennañ : pennkontouriezh ha mererezh melestradurel, gwazour melestradurezh ar c’hreizennoù stummañ
1. E karg e vo eus ar c’hefridioù da heul war ar post pennkontouriezh ha mererezh melestradurel :
- Sevel rakprizioù ha fakturennoù war SAGE
- Ebarzhiñ ar skrivadoù kontouriezh hollek hag analitek, azgweladur ar c’hontoù, skrivadoù bilañs (SAGE 50)
- Ober war-dro an heuliañ bank (teñzorerezh)
- Adlañsañ ar pratikoù hag ar bourvezerien
- Adwelet ar bilañs kontouriezh gant ar renerezh hag ar c’habined kontouriezh
- Ober war-dro kefridi merañ an implijidi : ehan-labour, ragevezh, evezhiañ ar Yec’hed el Labour, adkenwarez
- Prientiñ ha treuzkas kemmoù ar goproù d’ar servij pourchas ar goproù
- Ober war-dro merañ ha heuliañ kontradoù pourvezerien
2. E karg e vo eus ar c’hefridioù da heul war ar post mererezh melestradurel ar c’hreizennoù stummañ :
- Reiñ titouroù war ar stummadurioù d’an danvez-stajidi
- Ober war-dro heuliañ an emginnigoù hag an teuliadoù stajidi eus deroù betek dibenn ar stummadur
- Ober war-dro drevelloù melestradurel all ar c’hreizennoù stummañ e liamm gant ar gevelerien arc’hantaouiñ
- Ober war-dro kehentiñ ha bruderezh ar c’hreizennoù stummañ
- Kemer e karg an evezhiañ lezennel stag ouzh un aozadur stummañ
Labourat a ra dindan atebegezh eeun rener ar gevredigezh.
Live stummadur goulennet : Bac + 2 war dachenn ar gontouriezh hag/pe mererezh an embregerezhioù
- Anaoudegezh lezennnadur ar gontouriezh
- Anaoudegezhioù war gwir al labour
- Anaoudegezh vat ar stignadoù stummañ
- Anaoudegezhioù war argerzhadur testeniekaat ar berzhed
- Gouzout implij ar meziantoù burevek (Word, Excel, Publisher, Outlook, lec’hienn Internet, Facebook, SAGE)
- Teknikoù degemer ha kelaouiñ an danvez-stajidi
- Kas emvodoù
- Bezañ emren en he/e labour bezañ un nerzh kinnig
- Bezañ strizh
- Anaoudegezh ar brezhoneg (B1-2)
- Aotre bleniañ.
2328 € kriz + adc’hopr adaozañ ar red-micher diouzh an dro + adkenwarez + ragevezh + gratadenn CSE + 6vet sizhunvezh ehan gopret
Contrat à durée indéterminée
Temps complet
Mervent
Pl. an Amiral RONARC'H, BP 29
29720 PLONEOUR-LANWERN
renerezh@mervent.bzh02 98 87 72 41