Ofis Publik ar Brezhoneg
Karaez-Plougêr (29)
E-barzh ar pol Studiañ ha Diorren an OPAB e vo karget ar gwazour/wazourez eus raktresoù hentadoù divyezhek nevez er skolioù, lakaat e plas ha heuliañ ar c’houlzad Ya d’ar brezhoneg er gennad publik hag er gennad prevez, ha darempredoù gant an dilennidi evit diorren implij ar yezh e Kreiz-Penn-ar-Bed hag e Kornôg Kreiz-Breizh.
03/07/2025
Ti-kêr Montroulez
Montroulez (29)
Emañ ti-kêr Montroulez o tuta un teknikour/deknikourez kempenn ar savadurioù. Post digor d'an dud kevratet.
30/06/2025
Gwengamp-Pempoull tolpad-kêrioù
Plaeraneg (22)
Emañ Gwengamp-Pempoull tolpad-kêrioù o tuta ur c'hargad/gargadez a raktresoù sevenadurel evit ar greizenn Milmarin. Post digor d'an dud kevratet.
30/06/2025
Gwened
Deiziad embann | 10/03/2025 |
Deiziad evit lakaat e anv | 30/03/2025 |
Deiziad kregiñ | diouzhtu |
Emañ Ti ar Vro Bro Gwened o tuta ur rener·ez divyezhek.
E-karg eus mererezh ar gevredigezh oc’h, eus an obererezhioù, eus an diorren, hag eus ar c’hefridioù da-heul :
- Merañ an implijidi : e-karg eus gopridi ar gevredigezh, dasparzhañ al labour, gwiriekaat al labour, buheziñ ar skipailh, ha broudañ un aergelc’h labour yac’h hag efedus ;
- Merañ an arc’hant : sevel ar budjed, heuliañ an dispignoù hag ar gounidoù, sevel ar c’hontoù bloaziek, gwiriekaat pe ober war-dro ar c’hontouriezh, ar rakprizioù, ar fakturennoù, klask doareoù da arc’hantaouiñ an obererezhioù ha goulenn skoaziadoù ;
- Melestradurezh : degemer al lizhiri, an taolioù pellgomz, ar posteloù, kas anezho, ober evit ma vez meret mat ar c’hargoù melestradurel (asurañs, kenemglevioù…) ;
- Kehentiñ : sevel pe lakaat da sevel skorioù kehentiñ, dasparzhañ anezho ;
- Merañ al lec’h : lakaat kevratoù feurmiñ salioù, kenurzhiañ o implij, gwiriekaat e vez graet mat war o zro ;
- Steuñv strategel : skoazellañ ar c’huzul-merañ evit empennañ ha lakaat e-pleustr ar raktres kevredigezhel, sevel steuñvioù ober ha priziañ an disoc’hoù.
- Dileuriañ ar gevredigezh dirak ar c’hevelourien ha tud an diazaez.
Gellet a rit ivez, hervez an ezhommoù, kas kefridioù a vez fiziet dre gustum da gopridi all ar gevredigezh.
Rentañ-kont en un doare reoliek d’ar prezidant eus al labour graet, hag an diaesterioù ma ‘z eus bet, ha dreiñ da c’houzout al labour raktreset.
Mestroniañ ar brezhoneg (live B2)
Anavezout ar gallaoueg (degemeret mat)
Anavezout ar bed kevredigezhel, an diorren sevenadurel breizhek
Anavezout ar reolennoù kontouriezh ha gouzout mestroniañ ur budjed.
Barrek da sevel kinnigoù raktresoù sevenadurel
Skiant prenet damheñvel
Mestroniañ ar stlenneg (meziantoù melestradurel, kontouriezh, grafouriezh)
Mestroniañ arzoù all (kan, dañs pe tachennoù)
Bezañ en e/he vleud gant ar re all ha barrek evit buheziñ
Bezañ emrenn ha gouest da sevel kinnigoù
Barrek da rentañ-kont ha da embann ar pezh zo raktreset
Strollad E Feuriader 325 ECLAT
Contrat à durée indéterminée
Temps complet
https://tiarvro-bro-gwened.bzh/news_bretagne/kinnig-labour-offre-demploi/
Emglev Bro Gwened
3 straed al lezenn
56000 Gwened
contact@tiarvro-bro-gwened.bzh06.76.14.88.91