Ofis Publik ar Brezhoneg
Gwengamp (22)
C'hoant hoc'h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc'h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post kargad·ez diorren atebeg takad, evit ar Pol Studi ha diorren. Post lec'hiet e Gwengamp.
05/05/2025
Ti ar vro Bro Kemperle
Kemperle (29)
Emañ Ti ar Vro Bro Kemperle o tuta ur c'henurzhier/genurzhierez buhez ar c’hevredigezhioù sevenadurel evit erlec'hiañ ezvezañs un den gopret.
25/04/2025
Ti-kêr Montroulez
Montroulez (29)
Emañ ti-kêr Montroulez o tuta ur poliser/boliserez-kêr divyezhek. Rumm implijoù ar boliserien-kêr.
23/04/2025
Karaez-Plougêr (29)
Deiziad embann | 10/02/2025 |
Deiziad evit lakaat e anv | 28/02/2025 |
Deiziad kregiñ | 17/03/2025 |
Emañ ar gevredigezh "Raok, brezhoneg e Kreiz-Breizh" o tuta un den evit ul labour melestradurel, kehentiñ ha buheziñ, a-benn ar 17/03/25.
- Merañ teuliadoù melestradurel liammet gant an izili ha buhez ar gevredigezh (kontouriezh, titouriñ, heuliañ…).
- Kehentiñ (lizher-kelaouiñ, lec’hienn internet…).
- Kenurzhiañ ar bodadoù gant an dud a-youl vat (bodad darvoudoù gant festival Raok an Hañv en o zouez, bodad kenhentiñ, bodad kumuniezh, bodad skrivañ evit pajenn ar Poher e brezhoneg…).
- Kinnig ha buheziñ abadennoù evit lakaat war-wel ar gevredigezh ha kas war-raok ar brezhoneg er vro.
Emglev a-stroll ECLAT : 2463.44 € kriz / miz
Contrat à durée indéterminée
Temps complet
Post e Karaez-Plougêr pe Rostrenn.
Raok
raok.bzg@gmail.com06 61 95 29 16