None

Buhezour·ez

Ti ar Vro Landerne-Daoulaz

Landerne (29)

Lakaat e anv
Deiziad embann 30/04/2024
Deiziad kregiñ 08/07/2024

Emañ Ti ar Vro Landerne-Daoulaz o tuta ur buhezour·ez divyezhek evit ur greizenn dudi e brezhoneg, adalek an 8 betek an 19 a viz Gouere. Degemer a ra bugale etre 2,5 ha 12 vloaz.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

- Kemer perzh en emvodoù prientiñ
- Lakaat e plas obererezhioù a glot gant ar raktres pedagogel
- Lakaat ar vugale da zizoleiñ traoù nevez , reiñ dezho mareoù plijus ha dudius
- Lakaat ar vugale da vezañ emrenoc’h emrenañ
- Bezañ aketus ouzh ezhommoù ar vugale, doujañs ouzh ar reolennoù surentez ha yec’hed
- Labourat gant selaou ha madelezh
- Buheziñ e brezhoneg

Doare den

DABU pe kevatal

Titouroù war ar post

Gopr

CEE (kevrat engouestl desavadurel)

Doare kevrat

Kevrat termenet he fad

Amzer labour

Leunamzer

Darempred

Ti ar Vro Landerne-Daoulaz

kreizenndudi@tiarvrolandernedaoulaz.bzh

07 82 89 79 22