KLT - Ti ar Vro Montroulez
Konk-Kerne (29)
Emañ Ti ar Vro Montroulez o tuta ur rener·ez evit daou chomadenn dre velo war an hent glas. Hini gentañ adalek ar 7 betek an 13/07 etre Uhelgoad ha Konk-Kerne, 16 bugel etre 8 ha 10 vloaz. An eil adalek ar 14 betek an 20/07 etre Konk-Kerne ha Rosko, 16 bugel etre 11 ha 14 vloaz.
30/04/2024
Ti ar Vro Landerne-Daoulaz
Landerne (29)
Emañ Ti ar Vro Landerne-Daoulaz o tuta ur buhezour·ez divyezhek evit ur greizenn dudi e brezhoneg, adalek an 8 betek an 19 a viz Gouere. Degemer a ra bugale etre 2,5 ha 12 vloaz.
30/04/2024
Ti-kêr Plañvour
Plañvour (56)
Emañ ti-kêr Plañvour o tuta daou vuhezour divyezhek evit un degemer stroll minored.
05/04/2024
Enez-Sun (29)
Deiziad embann | 23/04/2024 |
Deiziad kregiñ | 13/07/2024 |
Emañ Emglev Bro Douarnenez o tuta ur buhezour·ez evit buheziñ war Enez Sun gant bugale (13/07-19/07) ha krennarded (27/07-03/08).
Kinnig c'hoarioù, beilhadegoù ha prantadoù buheziñ a bep-seurt.
Sikour ar vugale d'ober war-dro ar vuhez pemdeziek.
Er programm : Kayak, gwaregañ, pourmenadennoù ha kouronkañ !
Palioù ar c'hamp a vo broudañ emrenerezh ar vugale, kizidikaat war an espern douar ha treden, dizoloiñ ar vuhez war un enezenn, ha bevañ e brezhoneg evel just !
DABU pe un diplom kevatal + Klask 'vez unan gant un diplom evezhier kouronkañ ! Buhezourien gant skiant prenet, youlek ha leun a mennozioù !
55€ kriz / devezh
Kevrat termenet he fad
Leunamzer
Lizher + CV da gas da : emglev.bro.dz@gmail.com
Emglev Bro Douarnenez
emglev.bro.dz@gmail.com