None

Skoazeller·ez kehentiñ

C'hoariva

Douarnenez (29)

Lakaat e anv
Deiziad embann 05/03/2024
Deiziad evit lakaat e anv 03/05/2024
Deiziad kregiñ 02/09/2024

Emañ ar gevredigezh C'hoariva, kevread rannvro ar strolladoù c'hoariva a-vicher hag amatour e brezhoneg, o tuta ur skoazeller·ez kehentiñ ha brudañ divyezhek.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

- brudañ obererezhioù ha stignadoù ar gevredigezh
- brudañ nevezentioù ar gevredigezh hag hini izili ar rouedad o voueta al lizher kelaouiñ miziek
- krouiñ ha skignañ ur blaketenn niverel vloaziek ha divyezhek evit kinnig ha brudañ ar gevredigezh gant an nesavadurioù ha gant ar publik.

Doare den

- gouzout brezhoneg, live C1
- kaout ur spered skipailh, bezañ en e vleud evit daremprediñ an dud ha skrivañ, kaout ur spered-krouiñ
- bezañ emren, prest da vont ha da zont
- mestroniañ meziantoù diazez ar pajennaozañ hag ar rouedadoù sokial
- anavezout rouedad kevredigezhioù Breizh, rouedadoù ha darvoudoù hag a den da sevenadur Breizh ha lec'hioù skignañ pezhioù-c'hoari
- bezañ dedennet gant ar c'hoariva ha brudañ ar yezhioù bihanniver

Titouroù war ar post

Gopr

Emglev a-stroll ECLAT strollad C, feur 280

Doare kevrat

Kevrat termenet he fad

Amzer labour

Darnamzer

Evezhiadenn

Kevrat termenet hanter-amzer, emdroadur posupl.
Labourat a-bell e vo gallet ober.
Karr-tan dre ret.

Darempred

C'hoariva

13 rue Michel le Nobletz

29100 Douarnenez

choarivabrezhonek@gmail.com

06 38 78 35 15