Kehentiñ
Tud karget eus ar c'hehentiñ, prezourien gelaouiñ, tud karget a raktresoù, tud karget eus an darempredoù foran, merourien kumuniezh, grafourien pe c'hoazh krouerien endalc'had. Gant an teknologiezhioù niverel eo deuet micherioù ar c'hehentiñ da vezañ un dra ret-holl. Pouezus eo ober ur plas d'ar brezhoneg eno gant tud a vicher gouest da gehentiñ e div yezh.

Kargad·ez a gehentiñ - kevrat verrbad leun amzer (liammet ouzh un ehan mammelezh)

Diwan

Kehentiñ
Kevrat termenet he fad
Leunamzer

Barrek oc’h war ar c’hehentiñ, al lec’hiennoù. Gouzout a rit komz ha skrivañ e brezhoneg. Diwan a ginnig deoc’h ur post. Ur rouedad skolioù kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl ez eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo ar sistem kelenn nemetañ a ginnig deskiñ brezhoneg er skol dre soubidigezh. Krouet e 1977 ez eus 4014 bugel skoliataet bremañ e 46 skol, 6 skolaj ha 2 lise, staliet war 5 departamant Breizh. Emaomp o klask war-lerc’h un den a vefe dibres kerkent evit erlec'hiañ ur c’hopradez e-pad un ehan mammelezh.

2 zevezh, 3 eur zo

Kargad·ez a c'hehentiñ

Ti-kêr Plougerne

Plougerne (29)

Kehentiñ
Kevrat didermen he fad
Leunamzer

Emañ ti-kêr Plougerne o tuta ur c'hargad / gargadez a c'hehentiñ divyezhek.

2 sizhun, 3 devezh zo

Skoazeller·ez kehentiñ

Roudour

Karaez-Plougêr (29)

Kehentiñ
Kevrat didermen he fad
Darnamzer

Roudour zo un aozadur stummañ war ar brezhoneg hag a ginnig stummadurioù hir ha berr war ar brezhoneg, war al lec'h, a-bell hag hironet. C’hwezek implijiad a ya d'ober Roudour en deiz a hiziv, daouzek anezho o vezañ kevelourien eus ar scop. Tuta a reomp ur skoazeller·ez kehentiñ. Brudañ obererezh an embregerezh e vo h·e labour Stummet e vo war ar vicher.

1 miz, 1 sizhun zo

Skoazeller·ez kehentiñ

C'hoariva

Douarnenez (29)

Kehentiñ
Kevrat termenet he fad
Darnamzer

Emañ ar gevredigezh C'hoariva, kevread rannvro ar strolladoù c'hoariva a-vicher hag amatour e brezhoneg, o tuta ur skoazeller·ez kehentiñ ha brudañ divyezhek.

1 miz, 3 sizhun zo