None

Kargad·ez glad yezhel ha panellerezh-hent

Office public de la langue bretonne

Karaez-Plougêr (29)

Lakaat e anv
Deiziad embann 27/03/2024
Deiziad evit lakaat e anv 30/04/2024
Deiziad kregiñ 01/06/2024

C'hoant hoc'h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc'h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post kargad glad yezhel ha panellerezh.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

E diabarzh Servij glad yezhel ha panellerezh an OPAB e ray ar c’hargad glad yezhel ha panellerezh war-dro an teuliadoù liammet ouzh ar panellerezh divyezhek, ha da gentañ ar panellerezh-hent, ha diazezañ stummoù melestradurel anvioù-lec’h Breizh e brezhoneg.

Doare den

BAC +3
Live C2 e brezhoneg
Anaoudegezh eus istor ar yezh hag istor lec’havandurezh Breizh
Darempredoù aes, intrudu, pizhder en e labour, spered enklask, barregezh da zoujañ d’an termenoù, mestroni ar binvioù stlenn (furmaozañ, neuziañ grafek eeun)

Titouroù war ar post

Gopr

Implij er rummad B

Doare kevrat

Kevrat didermen he fad

Amzer labour

Leunamzer

Evezhiadenn

Darempred ha gouzout hiroc’h : evit lakaat e/hec’h anv kas ul lizher emginnig hag ur CV en div yezh da : Aotrou Prezidant, Ofis publik ar brezhoneg, Kastell Kerampuilh, 29270 Karaez-Plougêr.

Darempred

Office public de la langue bretonne

mathilde.nicolas@opab.bzh

02 98 99 30 10