None

Buhezour·ez kumuniezh

Ofis publik ar brezhoneg
Lakaat e anv
Deiziad embann 27/03/2024
Deiziad evit lakaat e anv 30/04/2024
Deiziad kregiñ 01/06/2024

C'hoant hoc'h eus da labourat e brezhoneg ? Fellout a ra deoc'h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er gevredigezh ? Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post buhezour·ez kumuniezh. Lec’h labour : sez an OPAB (Karaez, Penn-ar-Bed) pe Naoned (Liger-Atlantel)

Deskrivadur ar post

Kefridioù

E diabarzh pol Studi ha diorren an OPAB e ray ar buhezour·ez kumuniezh war-dro reiñ buhez d’ar gumuniezh vrezhonek ha kizidikaat ar boblañs dre vras da zalc’hoù an divyezhegezh galleg-brezhoneg

Doare den

BAC +3
Live B2 e brezhoneg
Aotre-bleinañ B
Mestroni eus ar brezhoneg, anaoudegezh vat eus ar c’hehentiñ war ar rouedadoù sokial, darempredoù aes, labour e skipailh, intrudu, dalc’husted, reoliegezh el labour

Titouroù war ar post

Gopr

Implij er rummad A pe B

Doare kevrat

Kevrat didermen he fad

Amzer labour

Leunamzer

Evezhiadenn

Darempred ha gouzout hiroc’h : evit lakaat h.e anv kas ul lizher emginnig hag ur CV en div yezh da : Aotrou Prezidant, Ofis publik ar brezhoneg, Kastell Kerampuilh, 29270 Karaez-Plougêr.

Darempred

Ofis publik ar brezhoneg

mathilde.nicolas@opab.bzh

02 98 99 30 10