Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

KerOfis

KerOfis eo diaz titouroù ar servij Glad yezhel ha panellerezh en Ofis Publik. Gantañ e c'haller kavout stumm brezhonek reizh al lec'hanvioù brezhonek hag ivez mont pelloc'h o kas enklaskoù etimologel war an anvioù-lec'h e Breizh.

E-barzh KerOfis e kavot ivez stumm brezhonek al lec'hanvioù n'int ket anvioù a orin brezhonek, evel an anvioù-lec'h estren (da skouer : Europa, Korsika, an Andoù, an Nil...), hag anvioù melestradurel zo eus Breizh (anvioù broioù, kumuniezhioù-kumunioù ha kement zo).

Ar stummoù skoueriekaet a zo e KerOfis a gaver en ur fichennaoueg frank a wirioù, da bellgargañ amañ : Roadennoù frank a wirioù
Roll kumunioù Breizh a c'haller pellgargañ amañ.

It e darempred gant ar Servij Glad yezhel ha panellerezh evit gouzout hiroc'h.

49019 anv-lec'h zo en diaz bremañ :

KerOfis-Gouzout hiroc'h

Klaskit un anv-lec'h

tooltip

Kasit ar pennad-mañ da dud all