Gallout a reer embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :
None

Kargad·ez war an dioren

Diwan Breizh

Pellabour

Lakaat e anv
Deiziad embann 16/06/2025
Deiziad evit lakaat e anv 02/07/2025
Deiziad kregiñ diouzhtu

Da geñver ur c’hresk obererezh berrbad liammet gant digoradur daou di-skol nevez – ur skolaj e Beuzit ar c’hoadoù (35) hag ur skol e Orvez (44) – emañ Diwan o klask ur g·c’hargad·ez war an diorren.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

Pal ar c’hefridi-mañ a zo liammet gant digoradur an daou di-skol-se hag ar c’hefridioù a-bep seurt da gas da benn, en o zouez : reiñ nerzh ha bodañ tud ar skolidi nevez, ambroug anezho pa rankint mont e darempred gant obererien ensavadurel.
Dindan atebegezh renerezh ar c’hevread e labouroc’h evel kendivizer·ez kevredigezhioù merañ ar skolioù hag e voc’h ivez un hanterour·ez etrezo ha servijoù ar c’hevread.

Ho kefridioù a vo dreist-holl :
- Kreñvaat ar skolioù a zo anezho dija :
- Sikour ar skolioù da aozañ an dorioù digor ha bremanekaat teul an dorioù digor asambles gant ar gargadez war ar c’helaouiñ
- Kuzuliañ hag ambroug diorren ar skolioù
- Heñchañ ar gerent a-youl vat war-zu servijoù ar gevredigezh p’o deus da ober gant difraeoù teknik.
- Dastum titouroù dre enklaskoù a c’hello bezañ savet diwarno taolennoù hag ostilhoù stur evit a rouedad Diwan

Doare den

- En ho aes emaoc’h gant an dud, plijet gant ar brezhoneg ha mennet da ziorren anezhañ.
- Ret eo mestroniañ ar brezhoneg evit ar post-mañ. Emren hag aozet mat, e ouezit en em reiñ ivez e raktresoù sevenet a-stroll.
- Ur stummadur mererezh raktresoù pe ur skiant-prenañ war kefridioù diorren er bed kevredigezhel a vo deuet mat evit ar post-mañ.

Titouroù war ar post

Gopr

1 836.19€ kriz miziek

Doare kevrat

Contrat à durée déterminée

Amzer labour

Temps complet

Evezhiadenn

Kevrat 6 miz
Rankout a reoc’h mont en tiez skol hag e Gwened hag e Landerne diouzh an ezhommoù.

Darempred

Diwan Breizh

tuta@diwan.bzh