Gallout a reer embann ur goulenn-labour war Brezhoneg.bzh :
None

Buhezour·ez

Ti Ar Vro Landerne Daoulaz

Landerne (29)

Lakaat e anv
Deiziad embann 03/06/2025
Deiziad evit lakaat e anv 23/06/2025
Deiziad kregiñ 01/09/2025

O tuta ur buhezour·ez emañ Ti ar Vro Landerne Daoulaz evit ar c’hentelioù-noz brezhoneg hag ar buheziñ.

Deskrivadur ar post

Kefridioù

- BUHEZIÑ ar greizenn-dudi e brezhoneg « Ti al Lamponed » d’ar merc’her hag e-pad ar vakañsoù evit bugale 3-12 vloaz hag ar c’hampoù e-pad an hañv
- KEMER PERZH er raktresoù buheziñ bloaziek ha diorren reoù nevez
- KINNIG un tañva d’ar brezhoneg er vagouri
- PRIENTIÑ kentelioù brezhoneg ha buheziñ anezho

Doare den

- Bezañ gouest da vuheziñ ar greizenn dudi hag ar c’hampoù
- Merañ en un doare emren ar c’hinnig « tañva d’ar brezhoneg » er magouri
- Bezañ gouest da brientiñ kentelioù brezhoneg ha da vuheziñ anezho
- Kalite goulennet a zo strizhded, emren, pedagogour, intrudu, energiezh,
bezañ digor, kaout perzhioù daremprediñ

Titouroù war ar post

Gopr

Kevrat : CDI 35eur /sizhun bloaziekaet, CC ECLAT, rumm B skeul 265

Doare kevrat

Contrat à durée indéterminée

Amzer labour

Temps complet

Evezhiadenn

- Brezhoneg skrivet ha komzet
- DABU pe gevatal
- Aotre bleniañ B

Darempred

Ti Ar Vro Landerne Daoulaz

1 rue du Docteur Pouliquen

29800 Landerneau

tiarvrolandernedaoulaz@gmail.com

0633627515