Diwan Breizh
Landerne (29)
Emañ Diwan oc’h adaozañ gouarnerez ar gevredigezh, setu e klasker war ur c’henrener·ez evit ar rouedad skolioù kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl.
26/05/2025
Ti-kêr Landerne
Landerne (29)
Emañ ti-kêr Landerne o tuta ur gwazour/wazourez an degemer hag an hanterouriezh sevenadurel evit palier Roc'han, adalek ar 16/06/25 betek an 08/01/26.
19/05/2025
Ti-kêr Montroulez
Montroulez (29)
Emañ ti-kêr Montroulez o tuta un tredaner/dredanerez evit servij an takad foran a-benn miz Gouere. Post digor d'an dud kevratet.
19/05/2025
Kemperle (29)
Deiziad embann | 25/04/2025 |
Deiziad kregiñ | diouzhtu |
Emañ Ti ar Vro Bro Kemperle o tuta ur c'henurzhier/genurzhierez buhez ar c’hevredigezhioù sevenadurel evit erlec'hiañ ezvezañs un den gopret.
Degemer, sekretourva, kontouriezh simpl (konterezh pemdeziek, heuliañ ar raktresoù, fakturennoù), sevel teuliadoù goulenn yalc'had, prientiñ emvodoù, skrivañ rentaoù-kont, kelaouiñ kevredigezhioù ar rouedad, bouetañ lec’hienn internet ar gevredigezh, heuliañ raktresoù sevenadurel, buhezañ ar rouedad sevenadurel ha yezh ar vro, labourat war an dachenn gant ar c'hevredigezhioù keveler, kaout darempredoù gant an ensavadurioù hag ar gevelerien bublik
Sekretourva, urzhiataerezh (internet, poelladoù skrivañ, konterezh, skeudennaouiñ), bezañ en e vleud evit skrivañ, bezañ gouest da genlabourat, dre strolladoù ha dre rouedadoù, bezañ gouest da gas a benn raktresoù sevenadurel, aozañ emvodioù, birvilhañ divizioù ha bezañ emren, anaoudegezh sevenadur Breizh ha bed kevredigezhel ar vro.
BAC + 3 war tachenn merañ raktresoù sevenadurel ha kenurzhiañ kevredigezhioù, live B2 e brezhoneg da nebeutañ. Aotre-bleinañ B
emglev a-stroll broadel ar buhezañ (ECLAT), gwezhiader 290 (rummad C)
Contrat à durée déterminée
Temps complet
Dav eo kaout ur c’harr-tan (emvodioù tro-dro ar vro)– Al labour a c'hell bezañ diouzh an noz hag e-pad an dibenn-sizhun
Post da bourveziñ da zont buhan
Lizher lusked ha CV da gas ar buhanañ ar gwellañ
Ti ar vro Bro Kemperle
Cécile Flouret, présidente
19 place Saint Michel
29300 QUIMPERLE
kuzul.tavbk@outlook.fr0683806374